Prezegenn An Ti Glas : Ar Chouanerezh

Conference publié le 22/05/12 0:54 dans Histoire de Bretagne par Stéphanie Le Pelleter pour Stéphanie Le Pelleter

Distrig Ar Faoued a wint e chouanerezh.

E 1795, Breizh a-bezh, nemet Penn-ar-Bed, a wint e chouanerezh. Daoust ma chom poblañs ar gêrioù dre vras a-du gant an Dispac'h, poblañsoù ar maezioù a ya da vezañ niverus da souten strollad an enepdispac'h. E distrig

Ar Faoued - a zo dre vras «Bro ar Roue Morvan» a-vremañ -Ar Faoued ha Gourin a zeu buan div enezig republikan e-lec'h ma yay da repuiñ buan brogarourien ar vourc'hioù tro-war-dro a zo ankeniet gant o surentez.

Goude ar virvidigezh hollek enaouet gant uhelvenozioù Dispac'h 1789, ken kreñv eo an didouellegezh e-keñver ar spioù cheñchamantoù. E bro Gourin e vo sturiet an emsavadeg gant daou penn kozh ar velestradurezh republikan :

Nicolas-Yves Le Clech, a zo bet maer Langoned e 1791-1792, ha François Breban, izel poellgor an Dispac'h e 1794. Penaos displegañ eo bet cheñchet an traoù kement-se?

Neuze, ar Chouaned, hiraezhus ar Renad kozh pe difennerien librentezioù Breizh gourdrouzet gant ar Republikaned?

Pedet eo bet Pierre-Yves QUEMENER, istorour a-youl-vat e Kaieroù ar Poc'hêr ha Jean KERGRIST, oberour al levr «Qui a tué Poulain Corbion?» gant An Ti Glas da zivizout d'ar goulenn-se.

Prezegenn An Ti Glas

ar Chouanerezh

D'ar Gwener 8 a viz Mezheven da 8e30

Loñjer Tronjoly e Gourin


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 6 ?