Prenañ tud fur ha sentus gant prizioù a bep seurt ?

Chronique publié le 8/01/12 10:52 dans langues bretonnes par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Piv a oar e oa bet nac'het ar Prizioù gant tud evel Goulc'han Kervella pe Bernez Tangi, o lakaat Goulwena an Henanff diaes, ar bloavezhioù paseet ?

Piv en deus klevet e oa bet Riwall Huon e-pad saloñs Gwened enoret evit e romant «ar marc'h glas» o c'houlenn e vefe eskemmet e priz («croisière» chik ha cheur, a dalveze 5000 euro) gant ur sammad arc'hant da reiñ da Ziwan ? Trouz ebet er c'hazetennoù, fulor maer Gwened ...

Ha laouen ar vrezhonegerien ? Ya, re Naoned sur, an abadenn nemeti e brezhoneg o do e-pad ar bloavezh war frans 3 ... eo just a-walc'h hini ar Prizioù !

Gant un eurvezh ha kard e brezhoneg bep sizhun n'eo ket brav plas ar brezhoneg war ur skinwel rannvroel a zo bremañ «Rannvro ar C'hornog : Frañs 3 Ouest», da lavarout eo echu gant Breizh. Na laouen ! Nag eurüs !

Dre chañs e vez radioioù, kalz marc'hadmatoc'h a ra ur sapre labour evit ar yezh. Muioc'h mui a dud skiant prenet, gant ul live yezh o kreskiñ, abadennoù liesseurt. Gant ma vo dihunet mat selaouerien hag arvesterien bedig bed ar c'hleweled e brezhoneg e Breizh ...


Vos commentaires :
Cochise
Dimanche 22 décembre 2024
Anez disoñjal al lenn, memes tra, ha skipailhoù evel reoù «Ya!» pe «Bremañ», tud donezonet ha labourus enno ivez !

Bernez Riou
Dimanche 22 décembre 2024
N'ouzon ket ha laouen eo ar vrezhonegerien all... Gouzout a reont koulskoude n'eus ket kalz brezhoneg er skinwel. A-hend-all ne gavan ket e vije klevet brezhoneg gwall vat alies.
Marteze ez eus muioc'h er skingomz, met ne vez ket klevet: em skingomz-me n'eus nemet galleg.
Gwir eo, pa gomzer eus France 3 Ouest n'eus anv ebet eus Breizh. Pa gomzer eus Ouest-France, pe Radio Kerne zoken, n'eus anv ebet eus Breizh ivez.
A-hend-all, evit ar Prizioù, eo splann pegen dister eo al lec'h roet d'al levrioù. Evit reiñ c'hoant da skrivañ, da dreiñ, da embann, pe da lenn levrioù nevez e brezhoneg, e vo ret kavout doareoù all efedusoc'h .

Alter Ego
Dimanche 22 décembre 2024
Piv a gendalc'h da sellout ouzh ar skinwel e 2012?

L. Berrou
Dimanche 22 décembre 2024
Evit a sell ouzh F3 e oa gwelloc'h ganin an abadennoù kinniget gant F. Broudic pe C. Ar Mero (pe B. Rouz) : donoc'h er c'haoz e yae an atersadennoù eget reoù ar ginnigerien nevez. Kalz re a sonerezh a zo bremañ, ha re skañv danvez an abadennoù. 'Blam d'an dra-se ne sellan ket mui ouzh «Bali Breizh».

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 5 ?