Predig ha fest noz Meurlarjez e Gwiseni

Agenda publié le 23/02/13 18:24 dans Cultures par Bruno LE GRAS pour Bruno LE GRAS
https://abp.bzh/thumbs/29/29190/29190_1.jpg
kanerien Paotred Pagan

Fenoz e vo dalc'het e Ti ar Gumun e Gwiseni ur fest evit Meurlarjez.

Gwiseni n'eo ket Douarnenez anat eo, avat! Memestra e vo tu kaout plijadur e-leizh er fest-se aozet gant ar paotr mil anavezet er barrez Andre Abherve a zo ivez deus outañ penngeflusker Fest Bro Pagan.

Degemeret e vo an dud da 7.00 noz. Ur predig a vo mod tantad Sant Yann da lavarout an degas ganeoc'h da zebriñ gant ar re all evel ma vez kustum d'ober e bro Spagn.

Da 9.00 noz e krogo da vat gant ar fest-noz. Hag er bloaz-mañ e vo tu da glevout ouzh ur strollad kanerien 10 vloaz dezhañ hogen eo nevez lakaet anezhañ e anv evel kevredigezh pal dezhañ dont a-benn da rastelliñ arc'hant evit sevel ur bladenn nevez a-ziwar kanaouennoù ar mor; Paotred Pagan eo ar strollad-se gwall anavezet e kornig bro Pagan ha marteze e vo roet deoc'h an tu da glevout unan pe zaou eus pezh a vo e-barzh o fladenn a-benn an hañv.

Arabat din ankounac'haat lavar deoc'h lennerien ker e vo ar mont barzh evit ur bennoz Doue: ya,ya, c'hoarvez a ra alies e bro Leon zoken lec'h ma vez brudet an dud evit bezañ tost ouzh o arc'hant.

Dañserien ar vro, deuit niverus neuze tro deoc'h da vont a-enep yennijenn an amzer.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 4 ?