Pourmenadeg Bargazh gant Kentelioù an Noz-Gwinieg

Insolites publié le 27/03/12 23:11 dans Langues de Bretagne par Yann-Lukaz Badeaud pour Yann-Lukaz Badeaud
https://abp.bzh/thumbs/25/25310/25310_1.jpg

Dalc'het e oa pourmenadeg Kentelioù an Noz-Gwinieg e Bargazh a-hed an Divatte d'ar 24 a viz Meurzh. Hervez ur vojenn gozh e teufe anv Bargazh/ Barbechat deus ar galleg “barbe“ ha “chat“ . An diaoul en doa prometet da Sant-Marzhin lezel anezhañ tremen Pont an Ouen (e Lavreer-Botorel) ma asantfe reiñ ene ar c'hrouadur kentañ dezhañ. Asantet en doa Sant-Marzhin met kuzhet en doa ur c'hazh evit touellañ anezhañ. Fuloret e oa an Diaoul pa en doa sellet ouzh ar c'hazh ha lavaret en doa : Kazh, tapet e vo da varv ganin ! en ur redek war e-lerc'h…

« N'eo ket un devezh heol tomm a ra an hañv” eme tud zo met an nevez-amzer ne lavaran ket . Re abred evit gwelout broñsadoù gwez Perthuis-Churin marteze met gallet o deus bamiñ an trizek den bennak ouzh bleunioù zo evel treid-ebeul ha bokedoù amanenn, dindan an heol ouzhpenn-se. Ur voem !

E Perthuis-Churin e oa lechiet kêriadenn gozh Bargazh , a-us d'ar stêr Divatte adalek an eizhvet kantved. Savet e oa bet ar chapel Santez Madalen d'an trizekvet kantved. Hiziv ne vez gwelet nemet dismantroù avat met brudet eo ar chapel er vro abalamour d'ur pardon a vez dalc'het eno bep bloaz e miz Eost. Pont Trubert pe Trubard (e brezhoneg) a gont ur prantad istor Dukelezh Breizh. E 1420 e oa bet skrapet an Duk Yann V Monforzh diwar ar pont-se gant Marguerite Klison evit kont Arme Bleiz a oa a-du gant Roue Bro-C'hall ha kaset da Champtoceaux evel prizionad. Eüruzamant e oa dieubet an Duk gant ar Vretoned da-c'houde. E 1771, e oa bet savet an iliz nevez e “Le Bois Guillet », ur gêriadenn a oa tostoc'h eus ar Chapel Baz Meur ha deuet da vezañ kumun Bargazh hiziv an deiz.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?