Desket kontañ he doa Yuna, evel he zeir gamaradezed, e skol Diwan Kemperle gant alioù fur Suzanne Bajul
Deuet e oa peder gwech ar gonterez ampart d'ar skol, da gentañ gant ur gontadenn, ha goude gant ur gontadenn evit pep hini anezho, amzer dezho kontañ, pleustriñ, kontañ ur wech dirak ar c'hlasad er skol.
Hag e Molan, dirak un hanterkant a dud, setu int o-peder o kontañ, evel ar re vras.Ha deuet e oa brav ganto.
■