Politikerezh yezh ha sevenadur : Lizher-digor d'an aotroù Prezidant Rannvro-Breizh

Communiqué de presse publié le 18/05/16 10:39 dans Langues de Bretagne par Yannig Baron pour Yannig Baron

Un nebeud izili eus Breizh-ImPacte, Yvon Ollivier, Gaëtan Duval, Nelly Guet, Gaël Squiban, Korentin Denis ha Yannig Baron zo bet e darempred gant dilennidi eus Rannvro Breizh-4, Jean-Michel le Boulanger, Lena Louarn, Paul Molag hag Yvan Le Mevel, an hini zo rener kabined Jean-Yves le Drian, d'ar gwener 13 a viz Mae 2016.

An dilennidi o deus lâret e vo dalc'het « Breujoù yezhoù Breizh » dindan anv « Ur politikerezh yezhel ha sevenadurel evit Breizh » a-benn miz Here 2016. Ar pezh a ziskouez int emskiant n'eo ket efedus an hini bet kaset betek-henn. Ouzhpenn e komzo Jean-Yves le Drian diwar-benn an dra-mañ a-benn nebeud amzer.

Lâret en deus an Ao Le Boulanger, zo dilennad e-karg eus ar Sevenadur, e vo savet a-benn an 20 a viz mezheven ur strollad-labour a vodo kevredigezhioù breizhek. Ar re-se a labouro asambles evit sevel benvegoù ha hentennoù evit lakaat e pleustr ar MOT hag oberiantizoù all kaset e meur a lec'h e Breizh. Un dra vat eo, met n'eo ket trawalcc'h.

En tu all da se eo dipitet tud Breizh-ImPacte gant an diouer a weled en amzer dazont hag a youl vras p'ez eus tan 'ba 'n ti. Chom a ra kalz a boentoù fall :

Gant ar breujoù a vo e miz here vo kaset d'ar bloaz 2017 an divizioù hag ar goulennoù bet savet gant an lodenn vrasañ eus ar gevredigezh. Kollet e vo kalz amzer. Sevel aotreegezhioù kelenn divyezhek ha teiryezhek n'o ket bet lakaet da gentañ ha n'eo ket bet studiet mat evit dont da benn ag o lakaat war-sav. Nac'het groñs eo bet sevel ur politikerezh liesyezhel. Koulskoude e vez goulennet muioc'h-mui seurt deskadurezh gant ar gerent ha gant Kuzul Europa. Nac'het eo bet gant an It Louarn keveliñ tud all estroc'h evite o-unan evit sevel danvez ar breujoù a vo e miz here. Kalz a respontoù all a ziskouez eman pell an dud dilennet ouzh ar pezh a zegouezh war an dachenn. Penaos lakaat e pleustr ur politikerezh nevez hep chañch an hini kozh ?

Gortoz a reomp bepred e tiskouezo Rannvro Breizh ur youl vras evit bezañ e penn an dispac'h sevenadurel en do da bal saveteiñ yezhoù ha sevenadur Breizh. Perak e vefe deomp asantiñ ur politikerezh kaset war-raok a «gammedoù bihan » pe evel prederioù habaskaüs ? Se eo ar c'hontrol ouzh ar politikerezh a vez kaset e lec'hioù all er c'hewec'hkorn.

Abalamour ne veze ket roet respontoù na d'an teuliadoù bet kaset d'ar Rannvro na d'ar goulennoù savet evit kavout un emgav abaoe miz Gouhere 2015, en doa lâret Yannig Baron d'ar 16 a viz C'Hwevrer, en defe kroget gant un harz-debriñ. Goude m'en deus gallet bezañ bet un emgav gant dilennidi e tiviz hemañ echu gant an ober nann-feulz-mañ.

Tud Breizh-ImPacte a c'houlenn gant an holl diskouez a fell dezhe e vefe laket e pleustr ur « Politikerezh yezhel ha sevendurel nevez » e Breizh. Hennezh a vefe a-us ar skoilhoù d''ar gweled berr en dazond. Gallout profañ an deskadurezh vat e brezhoneg d'ar vugale zo unan eus ar palioù.

Evit Breizh-ImPacte : Yannig Baron


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 8 ?