Pleuwigner : troiad bale kanet dre straedoù ha plasennoù

Agenda publié le 17/08/10 10:56 dans Cultures par Christian Le Meut pour Christian Le Meut
https://abp.bzh/thumbs/19/19472/19472_1.jpg

"Evit an eil blezad – hag an eil gwezh an hañv-mañ – e kinnig Kerlenn Sten Kidna an Alre un droiad bale kanet dre straedoù ha plasennoù un tammig distro a vourc'h Pleuwigner d'ar Gwener 20 a viz Eost, da 8e30 d'enderv-noz. Un droiadig (1, 5km àr hentoù plaen hag aes) da reiñ an tu d'an dud da zizoloiñ lec'hioù na vezont ket gwelet pa ne raer nemet treuziñ ar vourc'h a-herr, ha d'o dizoloiñ en ur feson dreistordiner peogwir e vint kaset en ur ganal e brezhoneg hag e galleg. A-hed ar valeadennig o do an dud tro ivez da selaou ha da welet sonerion, kanerion, c'hoarierion, maskloù, gouleier en noz… Mar chom atav hañval ar spered e vo dishañval an abadenn-mañ doc'h hini ar miz paseet : un tem arall – «Diwal da goef, Marjeb ! Avel zo» - un hent arall, arzourion nevez... Plijadur e-leizh evit an divskouarn hag an daoulagad. Digor d'an holl, bras ha bihan.

Derc'hel soñj : Gwener 20 a viz Eost ; emgav da 8e30 d'enderv-noz dirak al levraoueg ; a vat (ur gest a vo graet e-mesk an dud evit sikour ar Gerlenn).

Evit gouiet hiroc'h : Kerlenn Sten Kidna An Alre: 02.97.29.16.58.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?