Plas ar brezhoneg war Internet : tabut e Karaez d'ar sul 31 a viz Here10e30

Agenda publié le 14/10/10 19:30 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20197/20197_1.jpg

Barrek ar Vretoned ! Gant Wikipedia int deuet a-benn da lakaat ar brezhoneg da vezañ an 40vet yezh implijet ar muiañ. Gouest eo bet Lionel Buannic da lakaat war Internet un «talk-show» a bad abaoe pemp bloaz, krouet oa bet gant Dizale filmoù a zo bremañ war ar rouedad. Bremaik, kazetenn Internet ar gazetenn paper Bremañ a gendalc'h gant e hent, Gant Kaouenn.net e vez skignet ur bern filmoù, deus bro Dreger dreist-holl. Gwagenn-TV asambles gant Kanal Ti Zeff a zo bet efedus ken ken e festival Douarnenez, kroget oa bet gant an ABP seizh vloaz 'zo en galleg, daou vloaz zo e brezhoneg, blogoù a zo ivez, e leizh ...

Poent eo d'an holl dud a zo o labourat war an dachenn-se en em gavout ba Karaez evit mont war raok (penaos ober ur gazetenn en linenn digoust gant kazetennerien a-vicher ? Ha posubl eo krouiñ ur «Rue 89» pe ur «Mediapart» e brezhoneg ?

Troet e vo an tabut e galleg gant Sten Charbonneau.

M'ho peus c'hoant kemer perzh evit kinnig ar blog, TV, ... e c'hellit mont e darempred gant Yann Peillet : 06 61 44 67 72


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 0 ?