Plas ar brezhoneg er FIL : ret e vo mont pelloc'h c'hoazh

Chronique publié le 17/08/16 0:36 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Degemeret oa bet un ti krampouezh Diwan er FIL evit ar wech kentañ e tachad ar gomz hag ar c'hengred, gant prantadoù buhezĩñ e brezhoneg hag ul levraoueg etrekeltiek

Ur bern tud o selaou abadennoù radio Bro Gwened gant Youenn Kamm, Morwenn Le Normand, Lors Landat ... da 17e30 bemnoz... gant plijadur, se oa nevez hag ur bern tud oa laouen da selaou brezhoneg ha da glask kompren gwelloc'h yezh ar vro.

En Oriant e oa tu da zeskiñ brezhoneg e liorzh al luderion, e Breizh Stad (gant Ai'ta), hag e tachad ar gomz hag ar c'hengred, gant tud Diwan Kemperle. 42 den a youl-vat a oa bodet evit fardañ krampouezh etre 11e diouzh beure ha 11e noz, ha kinnig d'ar familhoù a bep seurt c'hoarioù, levrioù... Ha graet o deus berzh : marteze e vo, evel e gouel al levrioù Karaez, pe e tavarn gouel ar filmoù ba Douarnenez, emgav ar vrezhonegerien, ar re gozh hag ar re vihan, ar vras hag ar re vunut evit diskuizh, komz brezhoneg ha debriñ ur grampouezhenn bio ha graet gant traoù produet nepell eus an Oriant ?

Ar pal da dizhout evit ar FIL bremañ : mont pelloc'h eget ar pennadig er Festicelte (ur bajenn a bezh da nebeutañ), kazetenn ar festival a zeu er maez bep mintin, kinnig an holl abadennoù (Egor ar Morlu, Palez ar C'hendalc'hioù, C'hoariva meur) e brezhoneg, ar pezh ne oa ket bet graet ar bloaz-mañ, kaout meur a abadenn gant konterien brezhonegerien, emgavioù diwar benn dazont ar yezhoù minorelaet er festival, gant tud Iwerzhon, Kembre, Kerneveur, Asturias, Galisia... Gant Lisardo e penn ar festival, e c'heller soñjal e vo araokadennoù en dazont...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 6 ?