Plas ar brezhoneg e Kreizenn dour ar Blavezh : Gwelloc'h e c'hellfe bezañ !

Communiqué de presse publié le 25/07/14 16:35 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/34/34730/34730_1.png

Bremañ m'eo digor Kreizenn dour ar Blavezh e Gwareg e fell da strollad Ai'ta ! kreiz Breizh embann e soñj. Kejet en doa ar strollad ouzh Jean-Yves Philippe, prezidant Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh (KKKB), evit goulenn ma vefe lakaet e plas gant youl ur bolitikerezh poellek evit diorren ar brezhoneg ha broudañ ec'h implij war tachenn KKKB. Embannet en doa Jean-Yves Philippe e vefe divyezhek, par-ouzh-par, panellerezh poull-neuial nevez Gwareg. Ne c'hell strollad Ai'ta ! nemet embann n'eo ket aet an traoù betek penn. Ma vez eus ar brezhoneg er savadur nevez e chom diglok an traoù avat. Disteraet e vez hor yezh war talbenn ar poull-neuial gant al logo da skouer : “Centre aquatique du Blavet” a gaver e bras pa vez skrivet bihan-bihan “Kreizenn-dour ar Blavezh”.

logo-gouarec

N'eo gwelloc'h evit al lec'hienn internet hag an teulioù kinniget d'an dud, holl int e galleg padal e vefe aes-tre ober gant ar brezhoneg ivez. A-bouez bras eo ober gant un divyezhek a zoare evit ma chomfe ar brezhoneg ur yezh vev war hon tiriad, unan a c'heller ober ganti war ar pemdez, dreist-holl el lec'hioù a vez degemeret ar re yaouank enno. Goulenn a ra eta ar strollad gant dilennidi KKKB mont betek penn al labour hag ober e c'hellfe bezañ lennet ha komzet ar brezhoneg e kement obererezh kinniget gant Kreizenn-dour ar Blavezh (panelloù, kehentiñ, degemer an dud…), evel ma vez e lec'hioù heñvel all e Breizh.

Adgoulenn a ra ivez strollad Ai'ta ! e vefe sinet ar garta “Ya d'ar brezhoneg” gant KKKB evit efedusaat al labour evit ar brezhoneg, hag e c'hortozer ur respont a-berzh Jean-Yves Philippe diwar-benn ar c'hinnig-se, evel ma oa eñ sañset ober evit miz Even.

Strollad Ai'ta ! kreiz Breizh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 7 ?