Plas an niverel e korseg e Korsika : eilvet prezegenn GBB

Reportage publié le 6/07/23 17:41 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/58/58060/58060_1.jpg
Gouel Broadel ar Brezhoneg : frouezhus ar preder !
Ar c'horseg e bed an niverel : skoilhoù a zo ? (63 vues)

GBB, prezegennoù e mediaoueg Langonnet. Aze e oa bet selaouet tud Kembre ha tud Korsika,ha n'eo ket ken aes ha-se. Skolagos evel Diwan, trede bloavezh, gant 120 bugel... Ha c'hoazh ?

Setu neuze en galleg ar pezh a zo bet lavaret diwar ar c'horseg. Skolioù nevez, un ofis evit labourat war dazont an niverel, tem ar brezegennoù. Ret e o da bep yezh gallout distruj ar skoilhoù a zo war he hent : statud ofisiel ar yezh (evel ar c'hembraeg), ur yezh standard (yezhadurioù, geriadurioù), an treuzkas dre ar c'helenn (e Korsika, ret e oa gortoz 40 vloaz a-raok kompren e oa ar soubidigezh an doare nemetañ evit gallout lakaat ar yezh da vout komzet en dazont...).

Barregezhioù yezhel n'int ket mat a-walc'h, neuze n'eus ket moaien da gaout fiziañs er sistem an Deskadurezh. Goude, ur skoilh nevez : media e korseg. E Korsika, ur chadenn efedus gant krouidigezh, aktourien, liammet gant Frañs 3. Met ar skoilh a zo bremañ a zo an niverel. Penaos respont ? Penaos kenderc'hel da heuliañ ar gevredigezh, gant ur yezh a zo laosket a gostez gant ur bern tud. 100 000 korseger.ez a zo hiziv e Korskika war 350 000, hag ur bern koshoc'h evit 60 vloaz;

Neuze evit ar bolitikourien, ret eo bremañ cheñch penn ar vazh, evit kaout muioc'h a dud o komz er media, er sinema, hag e bed an niverel.

16:00 – Taol-grenn : ar brezhoneg er bed niverel ?

Gant krouerien·ezed binvioù niverel e brezhoneg ha gant skouer ar c’hembraeg.

E-pad un eurvezh e vo tu kaozeal asambles diwar-benn ar sujed-mañ. Gant tud an OPAB, kevredigezh an Drouizig, Skol-veur Bangor eus bro Gembre, Mélanie Jouitteau (enklaskerez er CNRS war ar brezhoneg) hag ar c’hannad european François Alfonsi.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?