Pladenn Kentañ PAOTRED PAGAN

Musique publié le 3/12/13 17:46 dans Cultures par Bruno LE GRAS pour Bruno LE GRAS
https://abp.bzh/thumbs/32/32208/32208_1.jpg
PAOTRED PAGAN WAR O AOD

A nevez eo deut er-maez pladenn kentañ strollad gwall anavezet e bro bPagan 13 kaner brezhonegerien a-vihanig ha 3 soner ennañ, da lavarout eo:

PAOTRED PAGAN

«A HED AN AOD» ho tigaso a hed 17 kanaouenn a denn ouzh ar mor pe ouzh an aod, lod mil anavezet, lod da zizoleiñ, lod da selaou, lod da zañsal, en o zouez Tri Martolod, War Bont an Naoned, Ar Gemenerez Yaouank, Merc'hed Keriti...

Pezh ne vez ket kavet aliez, daoust d'an niver bras a strolladoù kanaouennoù mor, a zo kanaouennoù mor e brezhoneg kinniget er bladenn-se hag a zo un darn eus hor glad a oa ret da saveteiñ ha da reiñ ur vuhez nevez dezhañ.

Kempennet eo bet an tonioù evit 4 mouez paotred gant René ABJEAN paotr Plougerne kustum d' ober seurt labour abaoe bloavezhioù.

Kontet e vez e kanaouennoù-se buhez kalet ha plijus war an dro, troioù-kaer ar voraerien pell anezho diouzh o muiañ karet, pesketaerien, bezhinaerien start o labour dezho.

Pezh a zo un tammig dreist ordinal aze eo e vez kanet seurt kanaouennoù a lies-vouezh gant sikour boest an diaoul, gitar ha bouzouki.

Arabat kaout aon chom hep kompren ger rak dre ma vez kanet e brezhoneg bro Leon eo aes a-walac'h da intent zoken evit deraouidi.

Roll ar ganaouennoù ar bladenn-se a zo un tañva eus pezh a vez kanet gant Paotred Pagan boaz ma vezint da gas an dañs e festoù-noz pe zeiz ar gorn bro, pe da ganañ e sonadegoù.

M' ho eus c'hoant da c'houzout un tamm muioc'h a-ziwar o fenn kit da welout o c'hartenn-kinnig war: (voir le site)

M' ho peus c'hoant mont e darempred ganto pe o pediñ mont da ganañ evidoc'h, postelit da: paotredpagan@gmail.com

Hag evit ho plijadur e vez gwerzet ar bladenn war (voir le site) a zo un embregerez eus bro Wened


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 0 ?