Pladenn gentañ Brieg Guerveno : Nozioù ha Deioù

Musique publié le 16/10/11 23:14 dans Cultures par Brieg Guerveno pour Brieg Guerveno
https://abp.bzh/thumbs/23/23504/23504_1.jpg

Nozioù ha Deioù gant Brieg Guerveno Group

Seitek vloaz zo e krogas Brieg en ur gitar evit ar wezh kentañ ha chomet eo ar sonerezh war e spered dizehan abaoe evel ur pezh dilhad tomm war e galon da vare goañv.

Hag eñ krennard, dizoleiñ a reas an tu da zispakañ energiezh dre ar c'hrouiñ tonioù kement ha skrivañ pozioù. Ha pa reas evit ar blijadur, ar pal dezhañ a oa lakaat e bersonelezh da vleuñviñ.

Bodañ a reas mignoned ha genel a reas Eclipsis e 1995. N'ez eus chomet roud ebet eus al labour kaset da benn d'ar mare-se war-bouez ar mad en doa graet difraostañ un dachenn ouez ha tostaat eus tu pellañ ar Metal.

E 1997 ez eas Eclipsis da get ha diwar ludu ar raktres-se e voe ganet unan all : Operarcane e anv. Soñjal a reas e oa dav dezhañ kenderc'hel ganti par ma c'halle keit ha ma chome bev an ijin ha glaou ar c'hounnar e-barzh oaled e spered. War bourzh Operarcane ha skoazellet gant bizied aour ar gitarour Xavier Soulabil e veajas etre al luskad True Norwegian Black Metal eus deroù ar bloavezhioù 90 betek douaroù ar Rock Prog adalek 2000. Kavout a reas hentoù etre bep ma tizoloe doareoù sonerezh disheñvel ken plijus dezhañ an eil hag ar re all.

An hentoù sonerezh dornet gantañ a zo bet a-viskoazh liammet ouzh e vuhez dezhañ e-hun ; ar gwalleurioù hag an dichañs o deus kignet ha goveliet e breder hag e donioù war un dro. Kement degouezh fromus dezhañ en deus livet e zaoulagad ha gant-se, e zoare da welet ar bed hag an ezhomm d'e zeskrivañ.

Ulver, en tu all d'ar stil, eo levezon brasañ Brieg. Perzhioù mat ar strollad-se, dic'hortoz a-grenn gant menozioù ijinek a vil vern, pladenn ha pladenn, ar wirionded ha spered-lemm ar vuzisianed emouestlet er plad-nij sonerezh-se an hini a glot gant spered oberennoù Brieg. Re all a c'heller mennegiñ : Anathema, Porcupine tree, Burzum, Opeth, Green Carnation ; Strolladoù disheñvel-mik an eil diouzh egile, Prog an holl anezho avat.

Ouzhpenn un doare sonerezh eo ar Prog da vBrieg, stag ouzh un dro-spered eo kentoc'h abalamour ma c'hell n'eus forzh pe zoare sonerezh bout Prog adal ma kaver perzhioù difer da zimeziñ : ar pezh a dalvez bout prest da gemm war glask plijadur an dizoleiñ, arnodiñ an nevezenti dalc'hmat ha kousto pe gousto, mont pell eus an hentoù strizh, el lec'h ma ne vez harz ebet, el lec'h ma steuz ar bevennoù pe ma c'heller kerzhout dizañjer war fun an identelezhioù, terriñ kelc'h ar blanedenn ha melezour ar fesonioù.

Gant e holl raktresoù en deus bet Brieg kavet an tu da gas e drivliadennoù duañ war kein un dinaou notennoù, eskell dezho, hag int mont pell dioutañ hag adkavout frankiz el lec'h m'emañ. Ne chomas ket difiñv koulskoude, foetañ bro a reas, hejañ ha lakaat hejañ moreadoù pennoù blevek o kas un nebeut sonadegoù e Bro-Dreger, e Bro-Roazhon evel an hini a c'heller selaou war ar bladenn M.B.L. enrollet Live er Mondo Bizarro.

Kanañ a ra e brezhoneg met ar pozioù, ar gerioù, n'int ket ken a-bouez-se dezhañ. Ne sikouront ket e labour krouiñ, an dra diwezhañ an hini eo a ra a-benn lakaat e donioù da gemer harp war ar gwirvoud. Ar yezh zo evitañ ul lufr, gwernis e livadur sonioù, ur gwiskad hag a zle reiñ lañs da nerzh al livioù dieub, faltazius ha kreñv, a-dreñv. Yezh e galon eo ar sonerezh, ar gerioù a chom gerioù.

E penn-kentañ 2003 e touaras Brieg Operarcanes. Paouez a reas gant ar seniñ hag ar skrivañ e-pad 2 vloaz hogos. A-wechoù e vez ezhomm ober un troc'h ha pa vefe diouzh an traoù a gont ar muiañ d'an den. Edo o tigeriñ un nor all d'e vuhez hag a skoe war an dazont, ur wreg, bugale, un tiegezh.

Adkregiñ a reas e dibenn 2004, berr ar peuriñ gantañ.

E 2006 e enrollas Seder gant Didier Péron, Didier Piqumal ha Tanguy Poirier, demo kentañ e strollad nevez badezet Brieg Guerveno Group, ha kas anezhañ da radioioù (radio Kerne, Arvorig FM).

E 2007 e kemeras perzh e embannadur kentañ An Taol-lañs e Karaez, gouestlet d'ar bagadoù yaouank pe nevez-krouet ha gounit a reas priz ar brezhoneg. Kannad Breizh e voe e festival pankeltiek dalc'het en Iwerzhon nepell goude.

Ar sonadegoù bet kaset etre 2006 ha 2009 a zegasas un nebeut gwenneien hag a lakaas a-gostez a-benn seveniñ «Deizioù ha nozioù», kroget e 2010, un autoprod hag en do koustet war-dro 3000€ dezhañ hep yalc'had ebet.

War ar bladenn nevez-se e kavoc'h 10 kanaouenn bet skrivet etre 2005 ha 2010 hag a roio deoc'h un tañva eus e vuhez, leun a c'houloù hag a deñvalijenn. Ma c'hoarvez da dakadoù zo chom en disheol, e vez re all skedus en teñvalañ nozioù ivez. Treiñ hag emdreiñ, chom fier eus an identelezh daoust da begen du, daoust da begen gwenn e c'hall bout; daoust da bep tra mont war-raok ha derc'hel penn gant ar spi e c'hall atav bout gwelloc'h an traoù. «Deizioù ha nozioù» Pladenn ar spi an hini eo.

Pladenn ar spi hag hini ar frankiz ken ha ken abalamour ma n'emañ ket e sell sinañ kevrad ebet betek henn, chom a ra dieub da geñver e lusk krouiñ.

Prog e sonerezh, Prog e vuhez, chom hep dizanavout ar pezh a zo aet da vagañ skiant prenet an den, ar pazennoù kent, gwan ha divalav, betek poanius eus an amzer dremenet. Diskouez a ra e bladenn diwezhañ e tro hag e emdro an traoù evel ma ra an Douar tro-dro d'an heol. Evel-se e vez nozioù, evel-se e vez deizioù.

Brieg zo ur brouenn all e c'hall sevenadur Breizh bezañ en e varr gant estroc'h eget an ijin harpet war an hengoun. Seniñ a ra evel pa vefe e sonerezh ur yezh etrebroadel, ur yezh vev da adijinañ bemdez, ur yezh Prog eveltañ.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?