Piv a zo a-enep ar brezel e Bro-Rusia?

Chronique publié le 17/05/22 18:13 dans Politique par Anna Mouradova pour Anna Mouradova
https://abp.bzh/thumbs/55/55093/55093_3.jpg
Ar poliserien e straedou Moskov e-pad ar vanifestadegou

Pa vez kaoz eus pezh a c’hoarvez e Bro-Rusia a-vremañ e c’houlenn va mignoned ha keneiled eus broioù Europa ar C’hornog perak ne vez ket ar Rusianed o stourm a-enep ar brezel gant Bro-Ukraina pe o lavarout n’emaint ket a-du gant pezh a ra gouarnamant ar vro. Atav e vezer souezhet gant goulennoù eus ar seurt-se rak abaoe 2011 ez eus manifestadegoù e kêrioù bras Bro-Rusia a-enep politikerezh ar gouarnamant. Bremañ, da vare ar brezel n’eus ket tu da vanifestiñ a-dolpadoù evel ma oa a-raok. Met hervez OVD-Info (ur gevredigezh rusian a zifenn gwirioù mab den hag a sikour an dud pa vez ar polis oc’h ober traoù a-enep al lezenn) 15 440 den a oa bet arestet abaoe 24 a viz C’hwevrer 2022. Pet den a vez o vont d’ar manifestadegoù, n’eus ket tu da c’houzout.

Rannet eo kevredigezh Bro-Rusia, bremañ

Rannet eo bremañ kevredigezh Bro-Rusia: lod eus an dud a gred kement tra a vez lavaret er c’hazetennoù ha diouzh an tele (arabat disoñjal ne chom bremañ er vro nemet ar mediaoù a-du gant ar Stad, ar re all n’eus ket anezho ken pe neuze divroet eo ar gazetennerien evit kenderc’hel da labourat dre internet), lod all avat a zo a-enep ar brezel. E-touez ar re gentañ ez eus tud war an oad dreist-holl, meur anezho o vezañ war-dro 70 vloaz pe vuioc’h. E-touez an eil re meur a zen yaouank etre 20 ha 30 vloaz a glask bremañ kuitaat Bro-Rusia. Ar re a zo etre 30 ha 50 vloaz, p’emaint o labourat en arme pe e servijoù ar Stad, anat deoc'h, a zo a-du gant ar brezel, ar re all n’int ket.

2011: ar slogan « Kae kuit, Putin ! »

Lod eus ar re a zo etre 30 ha 50 vloaz bremañ a oa er straedoù da vare ar manifestadegoù kentañ e 2011 pa oa an dud e Moskov o c’houlenn ober votadegoù leal, hag evit ar wech kentañ e oa klevet ar slogan « Kae kuit, Putin ! ». Ne oant ket niverus da gentañ - kant den bennak - met kriz a-walc’h e oa ar polis ganto. E miz Du 2011 war ar blasenn Bolotnaya e oa bodet etre 25 000 ha 150 000 den. Goude se e krogas manifestadegoù e kêrioù all Rusia evit votadegoù leal. Kement-se a badas betek miz Mae 2012 e Moskov, Rostov, Novosibirsk, Omsk, Barnaul, Tomsk, Nijni Novgorod ha kêrioù all. Bewech e veze ar polis o stourm gant a re a veze o pourmen er straedoù en un doare sioul, lakaet ganto seizennoù gwenn ouzh o dilhad, arouez ar vanifestadeg peoc’hus.

2012 : Manifestadegoù e Moskov ha feulster ar boliserien

Koulskoude ne oa ket ar manifestadegoù evit chom sioul ha peoc’hus e-pad pell. Ur gwir vrezel e straedoù Moskov etre an dud o seizennoù gwenn hag ar polis a grogas da 6 a viz Mae 2012. Gloazet e oa bet meur a zen gant ar polis hag a oa o skeiñ warno gant bizhier kaoutchoug. Pa goueze unan war an douar e veze roet taolioù dreid dezhañ. Arested e oa bet 436 den hervez ar polis ha 650 den hervez ar re a oa o vanifestiñ. Ne oa pinijenn ebet evit ar boliserien gloazet ganto an dud er straedoù, en o zouez ar re ne oant ket o vanifestiñ ha ne raent nemet tremen e-biou.

Se ne dalvez ket e oa sioulaet ar re a oa dezho ar spi da lakaat ar Stad d’ober votadegoù leal. E-pad meur a zevezh e oa bet gwelet tolpadoù o pourmen e kreiz-kêr Moskov betek fin miz Mae, daoust ma oa bet arestet meur a hini.

2013 : Akademiezh Bro-Rusia lakaet dindan beli ar Stad

Dre ma oa kelennerien Skolioù-Meur hag enklaskerien, e-touez ar re a oa er straedoù, en doa klasket ar Stad e 2013 serriñ Akademiezh Bro-Rusia, un doare aon rak an dud desket a oa gant gouarnamant ar vro a-dra-sur. Koulskoude d’ar mare-se ne oa ket ingal d’ar gouarnamant pezh a soñje dioutañ ar bed a-bezh. Ha goude manifestadegoù ha rebechoù digant enklaskerien estren e oa bet divizet mirout an Akademiezh met lakaat anezhi dindan beli ar Stad. Seblantout a rae d’an holl e oa sioulaet un tamm ar gevredigezh a-bezh. Met ne oa nemet kregiñ un dra kriz ha dic’hortoz, da lavaret eo an tabut etre Bro-Rusia hag Ukraina.

2014 : dispac’h ar Maidan, brezel e Donetsk ha Lugansk, ar C’hrimea staget ouzh Bro-Rusia

E 2014 e oa ken spontet gouarnamant bro-Rusia gant ar pezh a c’hoarvezas en Ukraina, da lavaret eo gant dispac’h ar Maidan, ma krogas gant ar brezel e Donetsk ha Lugansk. Staget e oe ivez ar C’hrimea ouzh Bro-Rusia. « Fellout a ra deoc’h un dispac’h evel e Kiev?». Setu pezh a veze goulennet digant ar re ne oant ket a-du gant politikerezh an diavaez, ha diwar se e oe adkroget gant ar gwaskerezh e diabarzh ar vro. Meur a zen e-touez an enklaskerien, kazetennerien ha skrivagnerien a oe ret dezho kuitaat bro-Rusia. Tamm-ha-tamm e oa cheñchet doare an holl mediaoù, hag er skolioù e veze komzet aliesoc’h diwar-benn an deskadurezh « brogar»., da lavaret eo deskadurezh an arme evit ober ar skolidi bezañ heñvel ouzh soudarded yaouank.

2022 : tud yaouank o kuitaat Bro-Rusia

Pezh a zo souezhus : daoust d’an holl strivoù-se ne seblant ket an holl re yaouank bezañ a-du bremañ gant ar brezel a-enep Ukraina. Tec’hout kuit a reont eus ar vro, dreist-holl ar baotred yaouank a rank ober o servij-soudard. Abaoe ar 24vet a viz C’hwevrer 2022, tost da 30 000 den a zo deuet eus Bro-Rusia da Bro-Jorjia, ha war-dro 100 000 da Bro-Armenia. Trist eo eveljust, met kement-se a zo gwelloc’h evito eget lazhañ an Ukrainaned pe neuze mont d’an toull-bac’h e Bro-Rusia.

Siwazh, n’eo nag ar manifestadegoù, nag an traoù all a ziskouez n’emañ ket a-du ul lodenn eus ar gevredigezh gant politikerezh ar gouarnamant evit lakaat an uhelidi da cheñch un dra bennak. O welout zoken pet den yaouank desket a zo o kuitaat ar vro (pezh a zo mantrus pa soñjer en dazont ar vro) n’eo ket ar prezidant evit klask kompren d’an nebeutañ perak n’emaint ket a-du gant ar brezel. Padal abaoe 2011 e oa bet kalz amzer evit prederiañ, a-dra-sur.

notenn: istitloù en destenn gant an ABP


Vos commentaires :
Yann L...
Vendredi 22 novembre 2024
Dedennet bras on bep gwech gant ho pennadoù-skrid.

Anna Muradova
Vendredi 22 novembre 2024
Trugarez deoc'h!

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 0 ?