Pirc’hirin ar menez, romant gant Gunnar Gunnarsson

Présentation de livre publié le 7/10/22 6:25 dans Littérature par Erwan ar Menn pour Erwan ar Menn
https://abp.bzh/thumbs/56/56131/56131_1.jpg
GOLO LEVR Gunnar Gunnarsson Pirc’hirin ar menez, romant

Nevez embannet gant ABER : Pirc’hirin ar menez, romant gant Gunnar Gunnarsson (Brezhoneg gant Pierrette Kermoal)

“Ar gerzhadenn-mañ a oa evel ur varzhoneg hollgaer, desket dindan eñvor, hag a vane en ho kwad.”

Sed a soñje ar mesaer Benedikt, ar benndudenn, en ur vont etrezek ar menezioù goloet a erc’h, e skleur al loar hag ar stered. Skoazellet gant e gi Leó hag e dour Roc’h, ez a bep bloaz, da vare an azvent, da glask an deñved chomet war-lerc’h er menezioù, p’eo bet dastumet an tropelloù, en diskar-amzer. Ar romant a zo danevell ar c’hlask-se.

Evel ur varzhoneg hollgaer eo an oberenn a-bezh, a lak levenez da ziwanañ e kalon al lenner.

Gunnar Gunnarsson (1889-1975 e Reykjavik) zo e-touez skrivagnerion veur Island en XXvet kantved.

Priz : 11€ - 90p . - 20x14 –

ISBN : 978-2-926845- 60-9


Vos commentaires :
kris braz
Vendredi 22 novembre 2024
Anv an troer/ez ?

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 4 ?