Pierre-Emmanuel Marais hag Olier Biguet trec'h evit Priz ar Vugale 2013

Communiqué de presse publié le 24/06/13 20:18 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/30/30600/30600_1.jpg
Maela o lenn "Deomp Slowly"
(325 vues)

Gourc'hemennoù d'an Naonediz : berzh o deus graet an daou istor «Deomp Slowly !» hag «Ar voest» gant al lennerien yaouank

Deuet e oa Olier Biguet, Anthony Renaudin ec'h anv bluenn da welout bugale Skol Diwan Kemperle. Aketus-tre e oant pa oa bet kontet penaos en doa graet evit sevel an daou romant evit ar re yaouank : «Iskisat breur bihan» (bet Priz ar Yaouankiz 2012 gant ar re 6vet/Pevare) hag «Ar voest».

109 skoliad a oa ar bloaz-man, o tont eus 10 skol dishenvel (Gwitalmeze, Pleuigner, An Oriant, Landerne, Perwenan, Lesneven...), e kelc'h 3.

Displeget en doa Olier penaos en doa kemeret un istor gwir evit sevel istor «ar voest». Kaset oa bet gant mamm-gozh Olier e-pad an eil brezel bed d'ar C'hommandantur fuzuilh he zad. Met chom a rae un eil a zo bet lakaet en ur voest, nepell eus skol Diwan... Naoned.

Plijet e oant bet skolidi Diwan Kemperle gant ar pevar levr a zo bet kinniget dezho, met Slowly, ar jav a gomz a zo bet dibabet an aliesan : sonjit'ta, ur jav kad da jedin gwelloc'h eget ar vugale, hag a oar komz ouzhpenn da se ... !

Ar pevar levr :

1- «Deomp Slowly», Pierre Emmanuel Marais

2- «Ar voest», Anthony Renaudin / Olier Biguet

3- «Un hunvre aet da wir», Jakez Erwan Mouton

4- «Gad Nenenn», Fanny Chauffin


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?