Pezh-c'hoari Frankiz e Gwengamp

Communiqué de presse publié le 24/10/13 11:26 dans Cultures par Sylvain CLEMENT pour Sylvain CLEMENT
https://abp.bzh/thumbs/31/31778/31778_1.jpg
digor2013:frankiz

Pezh-c'hoari e brezhoneg (hag un tamm e galleg!!):

FRANKIZ

gant Ar Vro Bagan

Ar Sul 3 a viz Du da 3e gm

Sal Maez Ar Roue, Gwengamp (e-tal ar Greizenn!)

12¤, 8¤ (tud dilabour, studierien), 5¤ (dindan 12vloaz)

Frankiz:

Da zigeriñ

E 1959, ur Breizhad yaouank o tispartiañ diouzh e zous (muiañ- karet) hag e vamm evit mont d'an Aljeri d'ober « brezel » (derc'hel an urzh).

Gwelet a reer skeudennoù eus ar brezel-se.

Erru merc'hed all, en ur vandenn, da gemer perzh e glac'har an div vaouez. Margodennoù zo ganto, pephini anezho o vezañ ur soudard breizhat eus ur brezel bennak (1870 – 1914-18 – 39-45 – Madagaskar 1947 – Indez Sina (1946-1954 – Aljeria (1954-1962).

Emaint o vont da gontañ planedenn pephini anezho.

Arvest 1 (1830-1914)

Arvest 2 (1914-1940)

Arvest 3 (1945-1948) Madagascar

Arvest 4 1951-1954 – Indez-Sina

Arvest 5 – Aljeria (1959-1962)

Ar mennozh :

Istor ar Vretoned e-pad brezelioù Bro-C'hall lod anezho Brezelioù en trevadennoù (Guerres coloniales).

Peseurt buhez o deus bet ? Hag o zud ?

Peseurt daremprejoù o deus bet gant ar pobloù all ?

Peseurt soñj diwar-benn ar brezelioù-se ?

Peseurt soñj e-keñver Breizh ? Daoust hag e oa Breizh heñvel ouzh ar broioù-se (Colonie intérieure).

Evel just ez eo ur preder diwar-benn Breizh ha Bro-C'hall.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 3 ?