Pezh c’hoari Cholory Band : startijienn ha fent gant liseidi Karaez

Dépêche publié le 30/10/10 17:09 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20403/20403_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20403/20403_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20403/20403_3.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20403/20403_4.jpg
z2y0pibqsfcjj1jqsaws.mp4

Priz an Dazont o doa bet Los Furlukinos, strollad liseidi Diwan meret gant Yann Fanch Jacq, kelenner brezhoneg sikouret gant Pascal Cariou (kumpagnuniezh Nuit de Noces, brezhoneger anezhañ ivez) evit ar pezh c'hoari a gonte istor ur vuoc'h a glaske ur vuhez gwelloc'h e broioù pell e 2010, goude un hir a labour kroget e 2008 ha div sizhunvezh c'haoriva dirak un tregont bennak a skolioù disheñvel e Breizh a-bezh (c'hoariet o deus 3 gwech and eiz a-wechoù !).

Ul labour daou vloaz : ijin, leurenniañ, prientiñ an droiad

Gant Cholory Band, e 2010, setu bed kontadennoù hengounel a vez adwelet. En daou istor-se e vez kontet un doare kest evit erruout e India, pe aze e kastell ar prinsez. Met ne blij ket ar briñsez d'ar bleiz : ha setu matezh ar prinsez dimezet gant ar bleiz, hag ar prinsez da leñvañ...

N'eo ket peurechu c'hoazh al leurenniañ, met danvez a zo gant ar c'hoarierien yaouank ha kalz youl a zo ganto. Chom a ra dezho da verañ gwelloc'h an egor (re strizh oa al lec'h, ha kinkladurioù a chome a ziv hag a gleiz). Pevar faotr a zo er strollad hag a gemer ur plas a-bouez. C'hoari ar c'habellig ruz gant meur a aktour n'eo ket un dra aes (ret eo cheñch dilhad hag evit ar vugale e vo diaes marteze kompren perak e cheñch an dudenn ken alies). C'hoarzhadegoù zo bet e leizh e touez an dud. Peadra vo evit ar re vihan e skolioù divyezhek da gaout plijadur gant ar c'hoarierien nevez-se !

Renta-kont Pelin, reportourez yaouank salons al levrioù

Setu tammoù ar pezh c'hoari kontet gant Pelin, reportourez yaouank salons Karaez.

Bez 'zo ur bleiz, tri femoc'h, ar briñsez, ar priñs, ar c'habellig-ruz, diwallerien an nor hag ar vamm-gozh.

Ar bleiz hag ar priñs a zo o tont.

Ar priñs : «ar briñsez a zo o klask un amourous, an hini bravañ, speredekañ ha kreñvañ!»

ar priñs : «me eo an hini bravañ!»

ar bleiz: «'gav dit?»

ar bleiz : «10»

ar priñs : «0»

Goulenn : «piv eo an hini speredekañ ? »

ar bleiz : «gouzout a rañ kontañ betek 4 !»

ar priñs : «gouzout a rañ kontañ betek 5 !»

ar bleiz : «10»

ar priñs : «10»

Goulenn : «piv eo an hini kreñvañ ?

Ar bleiz a zo an hini kreñvañ!»

ar bleiz : «10»

ar priñs : «10»

Ar c'habellig-ruz : «me an hini eo ar c'habellig-ruz ! Lalala!»

Ar c'habellig-ruz a zo o tebriñ hag ar bleiz a zo o tont hag a c'houlenn : «pelec'h emañ ar briñsez, e-barzh e ti bras ?»

ar c'habellig-ruz: «Amañ emañ»

ar bleiz : «trugarez !»

Ar vamm-gozh a zo oc'h ober stamm.

ar vamm-gozh : «pa oan bihan e oan brav ! Deus amañ, paotrig bihañ!»

ar bleiz a ya kuit hag a lâr : «Kabellig-ruz ! Ne oa ket kastell ar briñsez!!!»

Kabellig-ruz : «met n'ouzon ket petra eo ur c'hastell !»

Kabellig-ruz: «gouzout a ran un hud !!»

ar bleiz : «un hud? Peseurt hud ?»

Kabellig-ruz : «ret eo redek.»

Ar c'habellig-ruz hag ar bleiz a zo o redek.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 5 ?