Peursinadur Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver, adaozadur ar skol: kemennadenn gant Dihun

Communiqué de presse publié le 21/03/13 2:31 dans Langues de Bretagne par David Redouté pour David Redouté

Goude ar promesaoù kabaliñ deuet eo poent disouezhiñ. Setu adarre ar stad jakobin hag kreizenner o c'hoari e vestr adarre ha ne vern pe strollad politikel a zo e penn.

Gwelet a reomp c'hoazh ar youl bolitikel a zo da nac'h reiñ ur statud da yezhoù all ar Frañs estreget ar galleg.

Evel spesoù zo o vont da get emañ hor yezhoù en arvar da vont gant an hevelep hent a-barzh pell ma ne zeu ket ur politikerezh yezh kreñv d'o harpañ.

Ha war ar memes ton e kan an dilennidi hag ar vinistred vreton ?

An hent a oa dirazomp a oa da ofisielaat ar yezhoù rannvro dre kemm ar vonreizh evit gallout sevel lezennoù da heul ha reiñ tu d'hor yezhoù d'ar c'helenn drezo da vleuniañ ha reiñ ar peadra d'en ober. Stanket eo an hent-se deomp ur wech ouzhpenn.

Gant se e c'houlennomp gant an dilennidi, kannaded, senedourien, kuzulierien diriadel da lakaat an enkemmadoù ret d'ar raktres lezennoù, pe d'o harpañ, evit ma vo anavezet hor yezhoù evel ma tlefe bezañ er ur Stad a wir :

- ul lezenn heñchañ ar skol ma c'hallfed kelenn dre ar yezhoù rannvro, evel ma reer skol e galleg e tiez-skol proviñsoù saoznek Akadia pe Bro-Gebek.

- ul lezenn digreizenniñ hag a vefe anezhi ur gwir lezenn rannvroelaat, rak en rannvroioù emañ amzer da zont hor yezhoù.

Ret eo deomp difenn hor gwirioù

Goulenn a reomp digant an dud a-du ganeomp ha digant difennerien ar brezhoneg hag ar yezhoù all da zelc'her war o dilennidi en ur ziskouez pegement a zroug a zo ennomp e-keñver divizoù ar gouarnamant.

Poent eo reiñ an tu d'an niver brasañ eus an dud da skoliata o bugale e brezhoneg ha da bellaat diouzh skouer eeunik an unyezhegezh hag a vo Ankoù ar galleg, yezh bihanniver anezhi en Europa hag er bed.

Diouzh ma troio an traoù e labourimp da gelaouiñ, da c'houlenn groñs ha da zifenn hor gwirioù diazez.

Dihun Breizh – Kevredigezh tud skolidi divyezhek evit kelenn ha brudañ ar brezhoneg hag ar gallaoueg en Deskadurezh Katolik www.dihun.com

Div yezh Breizh - Kevredigezh tud skolidi evit ar c'helenn brezhoneg er skolioù publik www.div-yezh.org

Diwan – Rouedad skolioù kevredigezhel, digoust ha laik e brezhoneg www.diwanbreizh.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?