Petra 'zo nevez e brezhoneg evit an distro-skol 2021 ?

Annonce publié le 21/09/21 4:17 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/53/53464/53464_1.jpg
Deiziataer Brezhoweb an distro-skol.
Petra 'zo nevez e brezhoneg evit an Distro-skol ? (Deiziataer Brezhoweb) (466 vues)

Petra 'zo nevez e brezhoneg 'ba 'r vro evit an distro-skol 2021 ? Kinniget 'vez deoc'h gant skipailh Brezhoweb, un deiziataer bep miz 'vit lakaat war-wel al levrioù, an darvoudoù, an abadennoù radio pe ar videoioù nevez da welet e brezhoneg

Skignet ‘vez an deiziataer-mañ deiz kentañ ar miz (nemet ar Sul). Hini miz Gwengolo zo bet skignet gant levrioù nevez «Ar Yerigoù» ha «Kure Brelevenez», video ar miz gant «Mab Ar Groufalo» da welet war Brezhoweb a-hed ar miz, ur festival 'ba Kemper e fin miz Gengolo, ur podkast radio, hag un displeger verboù enlinenn.

Deiziataer miz Gwengolo da welet ivez war Brezhoweb (Istitlet e brezhoneg)

Ma faot deoc’h kas deomp traoù da lakaat war-wel (Levrioù, pladennoù, abadennoù Radio, pezhioù-c’hoari pe darvoudoù all…), kasit anezhe da : Brezhoweb – LBK, Servij kelaouiñ, 34 straed / rue du Danemark, 56400 An Alre / Auray

Pe dre bostel evit an traoù all : contact [arobase] brezhoweb.bzh (skrivit [Servij kelaouiñ] ‘barzh titl ar postel)

Siwazh, ne vo ket posupl lakaat war-wel tout ar pezh ‘vo resevet ganeomp, ur choaz ‘vo ret d’ober gant ar skipailh, met hor seizh gwellañ a raimp ‘vit lakaat ur banne sklerijenn war ho labour.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 8 ?