Petra 'zo nevez e brezhoneg 'ba 'r vro e miz Du 2021 ?

Annonce publié le 3/11/21 18:10 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/53/53782/53782_1.jpg
Deiziataer Brezhoweb miz Du.
Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Du 2021 (Deiziataer Brezhoweb) (674 vues)

Petra 'zo nevez e brezhoneg 'ba 'r vro e miz Du 2021 ? Kinniget 'vez deoc'h gant skipailh Brezhoweb, un deiziataer bep miz 'vit lakaat war-wel al levrioù, an darvoudoù, an abadennoù radio pe ar videoioù nevez da welet e brezhoneg.

Skignet ‘vez an deiziataer-mañ deiz kentañ ar miz (nemet ar Sul). Hini miz Du zo bet skignet gant levrioù nevez «Kezeg Direizh» ha «Fablennoù La Fontaine», video ar miz gant «Ar Redadeg 2021», ar «Festival Yaouank», ur podkast radio, ur bladenn nevez gant Annie Ebrel hag ur meziant a-feson e brezhoneg : VLC.

Deiziataer miz Du da welet ivez war Brezhoweb (Istitlet e brezhoneg hag e galleg)

Ma faot deoc’h kas deomp traoù da lakaat war-wel (Levrioù, pladennoù, abadennoù Radio, pezhioù-c’hoari pe darvoudoù all…), kasit anezhe da : Brezhoweb – LBK, Servij kelaouiñ, 32 straed / rue du Danemark, 56400 An Alre / Auray

Pe dre bostel evit an traoù all : contact [arobase] brezhoweb.bzh (skrivit [Servij kelaouiñ] ‘barzh titl ar postel)

Siwazh, ne vo ket posupl lakaat war-wel tout ar pezh ‘vo resevet ganeomp, ur choaz ‘vo ret d’ober gant ar skipailh, met hor seizh gwellañ a raimp ‘vit lakaat ur banne sklerijenn war ho labour.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?