Peseurt dazont evit ar brezhoneg war Frañs 3 ?

Communiqué de presse publié le 16/05/14 11:44 dans Langues de Bretagne par Tangi Louarn pour Tangi Louarn

Kevre Breizh, Kenaozadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, o labourat a zevri evit difenn gwirioù ar yezhoù ha liested ar sevenadurioù war bep tachenn, a zo prederiet gant dazont ar c'heleier brezhoneg war Frañs 3, pa weler ur wech ouzhpenn ez eo bet skarzhet penn-da-benn ar gelaouenn 4 munutenn 30 pe krennet da 3 muntenn e-pad vakañsoù Pask.

Kaset en deus ar c'henaozadur al lizher amañ kevret da renerezh France 3 ha France Télévisions o sachañ ivez evezh Aurélie Filippetti, Ministrerez ar Sevenadur hag an Itron Brucy, Prezidantez ar Gefridi a ra war-dro ar c'hinnig rannvroel ha lec'hel evit France 3 a vezer o c'hortoz ar c'hlozadurioù anezhañ dizale.

Reiñ a ra da soñj ar c'henaozadur pegen didremenus eo liested ar c'helaouiñ er servij publik dindan e stumm yezhel ivez ha pegen pouezus eo doujañ da blas ar brezhoneg er vuhez gevredigezhel, evel ma z eo merket e kaier ar c'hargoù France 3.

France 3, chadenn bublik troet war ar rannvroioù, a rankfe bezañ benveg treuzkas ar brezhoneg e bed ar c'hleweled, evel m'en deus erbedet, e-touez reoù all, danevell ar Bodad kuzuliañ renet gant Rémi Caron evit kas war-raok ar yezhoù rannvro, roet da Aurélie Filippetti e miz Gouere 2013 oc'h embann « e rankfe bezañ kemeret gwelloc'h e karg ezhommoù ar yezhoù rannvro gant ar peadra a zo gant ar servij publik er ranvroioù », pa vez kavet « re izel gant darn vrasañ ar spesialisted niver an eurioù er yezhoù rannvro evit bezañ gwelet ha klevet en doare d'o derc'hel bev en dazont ».

Goulenn a ra Kevre Breizh ma vo un emdroadur gwirion hag ingaloc'h er servij publik evit reiñ plas d'ar brezhoneg er vuhez pemdez ha ma vo kresket ar peadra evit goloeiñ en un doare ledanoc'h an darvoudoù nevez war vreizh a-bezh er pemp departamant.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 9 ?