Pempvet abadenn liseidi Diwan Karaez : war zu an heol

Communiqué de presse publié le 27/03/15 19:10 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

A-drugarez da Yann-Fanch Jacq ha da Baskal Cariou e vez aozet pep bloaz un abadenn c'hoariva

15 000 bugel divyezek gwelet e pemp bloavezh, e-pad div droiad ur sizhunvezh, bemdez war an hentoù, e skolajoù Diwan, e skolioù publik, privez, Diwan, o kousket ba ti an dud, pe e hunva Gwened, pe e ostaleri ar re yaouank...

Kroget e kentañ klas (skrivañ an istor, klask mennozhioù...), leurenniet gant Paskal Cariou e fin ar bloavezh-skol, e vez diskouezet an abadenn a-raok vakansoù Nedeleg hag a-raok vakansoù Pask.

Terminidi int ha ret e vo dezho adtapout ar c'hentelioù. Ne vern, desket o deus kalzig a draoù : al labour a-stroll, an aozadur, jestraouiñ, gallout c'hoari dirak ur strollad bihan a vugale en ur c'hlasad tomm-berv evel e Kemperle hiziv, pe en ur sal vras evel e Pont-Skorv (le Strapontin).

Ha barregezh pep hini lakaet war al leurenn : danserien, sonerien, deuet eo brav ganto, ur wech ouzhpenn !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 1 ?