Pelec’h ‘vo loc’hañ Redadeg 2014 ? hag an degouezh ?

Appel publié le 27/09/12 15:16 dans Langues de Bretagne par Jean-Michel Sanner pour Jean-Michel Sanner
https://abp.bzh/thumbs/27/27540/27540_1.jpg
Degouezh ar Redadeg e Douarnenez d'an 19 a viz Mae 2012.

Un darvoud breizhat brudet eo « Ar Redadeg » aozet war dachenn Breizh (ar pemp departamant) bep eil bloaz. Lieslec'h eo ha desachañ a ra da genlabourat dorn-ha-dorn kement kevredigezh, kement embregerezh ha kement den a zo tomm e galon ouzh ar brezhoneg hag ouzh e implij pemdeziek.

« Ar Redadeg » a zo he fal talvoudekaat ar yezh, en he finvidigezh hag he liesegezh, ha kas war-raok ar brezhoneg hag an implij anezhañ .

Un dro eo an darvoud-mañ ivez evit dastum arc'hant a vo roet war-lerc'h, evit ul lodenn, da zougerien-raktres.

Aozet e vo e 2014 adal ar Sadorn 24 a viz Mae betek ar Sadorn 31 a viz Mae.

Ha c'hoant ho peus e teufe Redadeg 2014 en ho korn-bro, en ho kumun ?

An holl frammoù (kumunioù, kevredigezhioù, strolladoù mignoned, skolioù, …) a c'hell sevel un teuliad evit degemer loc'hañ pe degouezh Redadeg 2014. War hol lec'hienn e vo kavet an teuliad da bellgargañ (voir le site)

Evit gouzout muioc'h pellgomzit da 06 08 64 99 72 pe 09 61 20 26 11.

Gortoz a reomp ho respontoù d'an diwezhatañ a-benn ar 15 a viz Here 2012 !

Savet e vo an hentad adalek an teuliadoù a vo kaset en-dro deomp.

Ezhomm en deus an darvoud-mañ eus ho skoazell a-benn kenderc'hel da vezañ war un dro kengred, bevet a-stroll ha gant plijadur ! Evit bezañ ar gouel dreistordinal dleet d'ar brezhoneg !

Skipailh ar Redadeg


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 8 ?