Pegoulz e vo eus ur steuñv diorren ar brezhoneg e Roazhon ?

Communiqué de presse publié le 1/07/13 10:47 dans Politique par Katell Chantreau pour Katell Chantreau
https://abp.bzh/thumbs/30/30665/30665_1.jpg

Ni Roazhon-iz/adezed pe annez-idi/adezed eus Meurgêr Roazhon, bodet er c'henstroll « brezhoneg e Roazhon », a stad kement-mañ :

- Yezh keltiek piaouek Breizh eo ar brezhoneg. Mad an holl Vretoned ez eo, brezhonegerien pe get.

- En holl diriad Breizh istorel e tiorro ar brezhoneg hiziv an deiz, abalamour d'ar c'hemmoù sokioyezhoniel ha da fiñvadegoù ar boblañs en XXvet kantved.

- A-gozh e vez harpet ar brezhoneg gant Kêr Roazhon. Diouzh obererezh an emsaverien e vez an harp-se avat, hep na vefe tamm gweledigezh wirion evit un diorren hollek eus ar brezhoneg e kêr.

Hor goulenn evit ar respetad kentañ eo e vefe savet gant ar skipailh-kêr da zont ur weledigezh war grenn hag hir dermen evit diorren an ober gant ar brezhoneg er vuhez foran hag er gevredigezh, e kenlabour gant ar c'hevredigezhioù lec'hel hag Ofis publik ar brezhoneg.

Se zo kaoz hon eus savet doare kentañ ur steuñv diorren ar brezhoneg e Roazhon hag e Meurgêr Roazhon er maread 2014-2020. E ginnig a reomp d'ar strolladoù politikel diseurt a vo war ar renk da-geñver an dilennadegoù-kêr a zeu ha lakaat a raimp da c'houzout da geodedourien Roazhon pegen bras e vo bet engouestl pep listennad.

Stourm a ra ar c'henstroll Brezhoneg e Roazhon evit diorren implij ar brezhoneg e Roazhon, pe vefe er vuhez publik pe vefe er vuhez sokial.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 6 ?