Pegen brav e oa an amzer e Kerverner !

Communiqué de presse publié le 23/04/11 13:04 dans Langues de Bretagne par Yann-Lukaz Badeaud pour Yann-Lukaz Badeaud
https://abp.bzh/thumbs/21/21859/21859_1.jpg

Evit ur wezh ne oa ket bet aozet er winieg ar valeadeg ha da vintin hepken evel boaz met e Kerverner Raez hag e-pad un devezh a-bezh ouzhpenn-se. Ul lec'h dibar eo kerverner, war an aod ha n'eo ket pell deus Pornizh. Amañ e vez kelennet brezhoneg gant kristof ha Tieri, kelennerien ampart Kentelioù An Noz abaoe un nebeut bloavezhioù c'hoazh. Asambles gant tud an ti-kêr Kerverner e oa bet aozet ar valeadenn-se e gwirionez.

Betek 33 den hag ur c'hi memes (an hini nemetañ en deus kouronket e-barzh an dour yen n'eo ket souzhus) o deus kemeret perzh er valeadeg-se dindan an heol. Da vintin hor boa kerzhet a-hed an aod betek park an istri. Hag ur souezhadenn prientet gant tud ti-kêr Kerverner a c'hortoze ac'hanomp da-choude e sal ar gouelioù : teir vaouez o c'hoari asambles istor Merzhin ha Vivian en ur galleg flour. Prest e oa an dud da verennañ gant istri saourus ha krampouezh lipous fardet gant tud Kerverner. Gwin ar winieg a oa servijet evit plijadur an holl evel-just.

Ne oa ket ken aes heuliañ hent ar valtouterien goude ar pred neuze met ret e oa bale buan a-walc'h pa oa izel ar mor war ar reier betek toull an ifern. Ur baradoz eo an dachenn-se ha n'eo ket un ifern tamm ebet : dañset ha kanet e brezhoneg e oa en ur welout Enez Nervouster a-dal dimp. Ur voem ! Echu e oa ar valeadenn dirak kastell ar Gressière, a zo ul leti hag ur preti cheuc'h ivez. Poent e oa kimiadiñ. Met un dra zo sur,distreiñ a rimp da Vro-Raez, ar bloaz a zeu marteze. Kenavo Kerverner !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 1 ?