Peder flac'h o konkouriñ evit Priz ar Vugale

Dépêche publié le 12/03/11 19:17 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/21/21553/21553_1.jpg

Lennet o doa levrigoù bihan Priz ar Vugale pa oant e CM1/CM2. Sot int gant al lenn, ha plijet gant ar c'hrouiñ istorioù, sikouret int bet gant Mai-Ewen da beurlipat o skridoù e Kemperle digwener.

Pemp istor, faltazi enno alies : «ur sorserez eo mamm-gozh» gant ur c'hazh a gomz, ur vran farsus, skrivet gant Maina. Evit Maell, eo levezonet he skrid gant istorioù gwir : marv ar giez, Kaella, a glot gant disparti he zud, an diouer a vignonezed er skol m'eo degouezhet nevez' zo, re drist ar vuhez ...

Ijinet eo bet gant Marilou ha Kynan istor bugale o chom e Pariz hag o vont da vakansiñ da di o zud-kozh. Met aze, o deus bevet traoù drol, ar Bonedoù ruz, ur vag a ya d'ar strad ... Ankenius. Gant Maiwen, an daou haroz o deus galloudoù hud hag a zeu a-benn da nijal. Un istor all a zo etre gwirionez ar faltazi : ur bugel sot gant avañturioù ar roue Arzur a vesk anezho gant ar bed gwirion, pa lavar d'e voereb «Gwenvred» e-lec'h Gwenael...

E Naoned gant Pierre-Emmanuel Marais, er Releg gant Goulc'han Kervella hag e Karaez gant Mich Beyer eo bet bevet an hevelep avañtur : a-drugarez d'ar gelennerien Silvain, Sten, Dominig ha Yann Fañch e vo istorioù nevez, hag un avel yaouankiz evit pempvet Priz ar vugale ha navvet Priz ar Yaouankiz.

Evit ar skrivagnerien a vefe dedennet gant kas ur skrid buan, an deiziad a oa bet lakaet d'al Lun 14 a viz Meurzh. Daleet eo bet betek an 28/3. Pegit en ho pluenn ha kasit ur skrid evit ma vo liesseurt ar pezh a vo kinniget a-benn bloaz (niver a sinoù : 10/12 000 priz ar Vugale, 40 000/50 000 evit priz ar yaouankiz - romant pe dastumad danevelloù)

lec'hienn : afea.free.fr / afea@laposte.net


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 7 ?