Panelloù distaliet war an hentoù-tizh : ur respont dirak dismegañs ar Stad

Communiqué de presse publié le 21/07/17 22:52 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/42/42705/42705_1.jpg
Démontage panneaux RN165

Sinet e oa bet ur c'henemglev ispisial etre ar Stad hag ar Rannvro diwar-benn yezhoù Breizh «Kendivizad a-ziforc'h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez» e Miz Here 2015. Raktreset eo ennañ e vefe staliet panelloù divyezhek war vord an hentoù-Stad evel ma vez graet abaoe 30 vloaz gant meur a strollegezh lec'hel e Breizh.

Bloaz hanter goude sinadeg ar c'henemglev-se 'benn ar fin ez eus bet emvodoù etre ar rannvro hag ar Stad, evit termeniñ ar mod da lakaat e pleustr seurt ur panellerezh divyezhek. Goude ma vefe bet distaliet panelloù touristelezh unyezhek nevez o lakaat war wel park naturel rannvroel ar Mor Bihan war an hentoù tizh N 165 ha N 166 e miz Kerzu 2016 eo bet kroget a labour-se nemetken.

Siwazh n'ez a ket war-raok war an dachenn. Gant meur a arguzenn toull e klask ar Stad daleañ ar pellañ ma c'hell lakaat panellerezh divyezhek e-plas war hentoù-tizh ar Stad e Breizh. Staliet eo bet e miz Mezheven ur bern panelloù unyezhek nevez-flamm etre An Alre ha Gwened gant an DIRO (Renerezh etre departamant an hentoù kornôg) hep derc'hel kont eus an asant roet gant ar Stad, evit lakaat ur panellerezh divyezhek war an hentoù Stad.

Un dra a-bouez evit ar Vretoned a zo kar o yezh eo : evel m'eo bet meneget en emglev-se eo ar panellerezh divyezhek « un dra a kinnig d'ar geodedourien un endro gweled a-benn skignañ ha brudañ ar brezhoneg, kizidikaat anezhe gant ur geriaoueg diaz ha skignañ anaoudegezh ar glad lec'hanvadurezh"

Dirak dismegañs ar Stad hag e servijoù (an DIRO) eo bet distaliet ganeomp, e-pad nozvezh an 20 a viz Gouere, tro pemzek panell bras nevez staliet tro Alre.

Oberennoù all a vo raktreset ganeomp keit ne vo ket doujet ouzh ar brezhoneg war an hentoù-tizh gant an DIRO, da lavaret eo keit ha ma ne vo ket cheñchet tamm ha tamm ar panellerezh gant panelloù divyezhek brezhoneg-galleg par-ouzh-par.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 3 ?