Pa vez graet anaoudegezh gant skrivagnerien mennet

Communiqué de presse publié le 8/02/14 21:30 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Lennegezh e brezhoneg ? E galloeg ? Petra dalv ? Respontoù zo bet digwener gant aktourien ampart, met siwazh e vanke tud pouezhus evit respont

Ur sal gant 50 arvester, tud a skriv, a film, tud yaouank gant raktresoù krouiñ o c'henel, embannerien gozh ha skuizh da welout atav ar memes tra, hag ur bern aktourien all chomet da labourat (hag ar gwener eo an devezh aesañ evit bodañ tud ?).

Komzoù brav Herri ar Borgn lennet e-pad un daol grenn, komzoù sklaer Kristian ar Braz a zo marteze ar pezh a chom goude un devezh tremenet da selaou, traoù diefedus alies, ha prientet re vuan. Ur sujed evel ar grouidigezh lennegel a zlefe bezañ prientet : pet skrivagner a zo hiziv an deiz e brezhoneg, hag e galloeg ? Petra a vank ? Pet troidigezh a zeu er maez pep bloaz ? Ha bandennoù treset a zo ? Hag evit ar re vihan ? Ar vugale ?

Diaes e oa donaat ar sujed, kaout ur sell hollek. Hag an embannadur roet d'ar berzhidi gant roll levrioù e brezhoneg a oa drol ivez : pemp gwech an hevelep levr, nebeut-tre a lennegezh evit ar re yaouank, blaz ar c'hozh ...

Ret e vo klask aozañ muioc'h a draoù, o kinnig danvez hag o prientiñ gant LLB an devezhioù o tont, evit ma vefe gwir raktresoù o vont war raok, gant un arc'hant dispignet evit traoù fetis, evit kalonekaat ar re a youl-vat a labour gant efedusted abaoe bloavezhioù ha ne oant ket aze, evit ar re sot gant ar varzhoniezh, forzh peseurt oad e vefent, al lenn, evit reiñ c'hoant da lenn e brezhoneg hag e galloeg d'ar rummadoù a zo ha d'ar rummadoù o tont.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 5 ?