Pa vez filmet danvez ur romant skrivet e 2012 gant tud yaouank

Revue de Magazine publié le 25/01/13 20:18 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
chase_valeeg.mp4

Setu ur filmig graet gant ul levr a vo e Priz ar Yaouankiz ar bloaz-mañ, Chase Valeeg e ditr, Umran Asovar, anv e skrivagner yaouank

Ha setu ar bajenn gentañ, danvez ar film :

«Galoupat. Galoupat c'hoazh.

Tomm eo e alan, yen ar c'hwez a-hed e livenn-gein. Galoupat. Tec'hout. A-dreñv dezhañ e klev huchadennoù skrijus. Met arabat treiñ kein. Ret eo galoupat. Atav. Tostaat a ra. Santout a ra alan tomm al loen, dezhi c'hwez ar gwad hag ar c'hig brein. Ret eo derc'hel. Galoupat. Dibaouez. Tamm-ha-tamm e sant evel pa vefe leun e wazhiennoù a drenkenn. Pep kigenn eus e gorf a zo peget tan ennañ. Met ret eo kenderc'hel. Rak a-dreñv dezhañ e klev trouz brankennoù drailhet ha drez flastret ha yudadennoù al loen. Brankennoù izelañ ar gwez sapin a sko ouzh e fas evel ur skourjez, met re aon en deus evit kaout poan. Ret eo galoupat, pelloc'h, donoc'h er c'hoad.

Arabat dezhañ distreiñ er gêriadenn. Ma 'z eus anezhi c'hoazh.

Eno e oa kroget pep tra. Dihunet e oa bet gant an huchadennoù. E dad a oa deuet tre en e gambr, liv ar spont war e fas. Huchet en doa un dra bennak n'en doa gallet ar paotr kompren. E-giz en un hunvre e oa savet a-ziwar e wele, ha kroget da c'haloupat. Abaoe n'eo ket paouezet. Seblantout a ra dezhañ bezañ o c'haloupat abaoe eurvezhioù, ma n'eo ket abaoe devezhioù.

Hag a-greiz-holl e strebot war gwrizienn ur wezenn. Kouezhañ a ra en ur huchal, aon ha souezh ennañ. Ruilhañ a ra war al leur evit en em lakaat war e gein. Gouzout a ra eo echu hag ez eo marv dija, met ne c'hell ket lezel ar marv da skeiñ en e gein. D'ar mare-se e tarzh ar bed en ul luc'hedenn wenn dallus.

Hag ar paotr da zihuniñ, berr e alan. Ezhomm en defe da huchal, met chom a ra e huchadenn stanket en e c'horzailhenn.

En tu all d'an tantad, e-lec'h ma krog an deñvalijenn d'en em astenn, e wel ur skeud bras o fiñval kerkent. Steuziañ a ra ar c'hoant huchal ha ne gred ket ar paotr fiñval ken. Un hikadenn a souezh a lez da vont en desped dezhañ pa lez an den ur vrankenn da gouezhañ en tan.

_ Na 'z pez ket aon. E surentez emaout ganin.»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 2 ?