Pa vez div skol o labourat asambles

Chronique publié le 30/07/17 23:44 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Evit ar pedervet gwech e oa Skol Diwan Tregon o kenlabourat gant Skol Diwan Banaleg e park Trevignon, gant peadra da vagañ 2000 a dud... ma vefe bet brav an amzer.

Met ar re-se n'int ket tud aes da zigalonekaat : betek ar fin, dindan ar glav, kendalc'het o doa da renkañ ha da brientiñ foar al laou a oa an devezh war lerc'h, disul, goude ur sadorn start da vevañ, zoken ma oa bet gwerzhet kalzig a draoù, gwelet oa bet touristed o tebriñ dindan an daol, met kalzig a vrezhoneg ba genoù an dud, forzh peseurt oad gante, merc'hed yaouank a servije ar c'hrampouezh, pe tud ar pesked, pe c'hoazh ar brezidantez, Nolwenn, leun a startijenn gant he c'hasketenn roz... !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 0 ?