Ouzhpenn 1200 arvester, 70 arzour ha 70 den a-youl vat evit Devezhioù ar C'Hengred : un taol-kae

Communiqué de presse publié le 10/03/10 14:08 dans Politique par Jerom Bouthier pour Jerom Bouthier
https://abp.bzh/thumbs/17/17700/17698_1.jpg

Aozet e oa bet Devezhioù ar C'Hengred d'ar 5 ha 6 a viz Meurzh tremenet, e Roazhon, evit harpañ Skoazell Vreizh. Un digarez da vodañ arvesterien niverus, deuet eus pemp departamant Breizh hag eus pelloc'h zoken, evit lod. Fellout a ra da Guzul-merañ Skoazell Vreizh a-bezh trugarekaat an holl re bet o kemer perzh, e mod pe vod, e aozadur an div abadenn.

Trugarez d'an holl re a-youl vat hag an holl arzourien dreist-holl. Int-i o deus roet buhez d'an degouezh. C'Hoant hon eus ivez saludiñ perzhidi emsav sevenadurel, kevredigezhel ha politikel Breizh, a oa deuet niverus. Trugarez dezho evit bezañ embannet o fiziañs ennomp. An dalc'h a oa reiñ Skoazell Vreizh da anavezout d'ar brasañ niver, ha d'ar rummadoù yaouank dreist-holl, bet ganet pell goude krouidigezh ar gevredigezh. Tizhet eo bet ar pal.

Brav e oa ivez gwelet e oa bet graet anv eus an degouezh er mediaoù. Ur gelaouadenn dele war France 3 zo bet (sellet ouzh lec'hienn Internet France 3 Breizh, keleier 19/20 ar Gwener 5 a viz Meurzh) ha leun a bennadoù war ar Genrouedad.

An Devezhioù-se o deus diskouezet en-dro e oar ar Vretoned bezañ unvan pa'z eus kaoz eus kengred. Ur meno diazez evit ur bobl a rank derc'hel mat, p'emañ ar renerien ha an divizourien veur o vagañ hag o reiñ lusk d'an emgarantez ha diskar ar sevenadurioù.

Hep kengred, frankiz ebet !

Jerom Bouthier, prezidant Skoazell Vreizh
Fabris Cadou, sekretour Skoazell Vreizh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 2 ?