Sabatuet eo tout an dud gant ar pezh a zo degouezhet hiziv, met chalusoc'h e c'hello bout en devezhioù o tont
Respont d'ar feulster gant ar feulster ? Pe klask un hent all evel e oa bet displeget gant Pierre-Emmanuel Marais o komz diwar-benn Oslo : pa oa bet darvoudoù spontus oa bet lavaret gant Jens Stoltenberg : «emaomp o vont da respont d'ar fallakriezh gant muioc'h a demokratelezh , muioc'h a spered digor, muioc'h a habaskenn».
Pa vez gwelet ar pezh a c'hoarvez gant an FN44 : «ar re deomp-ni a-raok ar re all», pa vez Zemmour ha Houellebecq o surfiñ war aon an dud, e rankfer prederiañ buan war frazenn Stoltenberg ha poent eo kavout un hent ne vefe ket hini ar gasoni hag an distruj.
«J'ai un message pour celui qui nous a attaqués e pour ceux qui sont derrière tout ça : vous ne nous détruirez pas, vous ne détruirez pas la démocratie et notre travail pour rendre le monde meilleur. Nous allons répondre à la terreur par plus de démocratie, plus de tolérance». Oslo, 22/7/2011 (just goude ar gwalldaol)
■