Oferenn e brezhoneg da vare Nedeleg e Naoned

Communiqué de presse publié le 6/12/22 14:26 dans Religion par Jean Raynaudon pour Jean Raynaudon
https://abp.bzh/thumbs/56/56494/56494_1.png
...

Abaoe Nedeleg 2021 ne oa ket bet a oferenn e brezhoneg e Naoned. Met, ar bloaz-mañ, o deus divizet daou veleg eus eskopti Naoned lidañ un oferenn da vare Nedeleg e brezhoneg penn da benn. E Chapel an Dinamm, straed Malherbe, e vo : ur chapel eus ar XV vet kanvet savet gant an Dug Frañsez II e koun e vaouez kentañ Marc’harid a Vreizh. Ul lec’h brav-tre hag a zo liammet kreñv gant istor Breizh neuze.

D’ar sul 18 a viz kerzu da 6eur g.m. e vo lidet.

Ambrouget e vo ar c’hantikoù gant an orgraoù.


Vos commentaires :
BURBAN XAVIER
Dimanche 24 novembre 2024
N'anavezan ket c'hoazh al lec'h -man evit pedin pa a zeuan e ker Naoned . Erbedin a ran deoc'h ive Notre Dame du Port / Intron ar Porzh ratreet breman , brav ha kaer kenan a iliz -se ...Ur weregenn livet gant dug Breizh , hep mar ebet Pierre de Mauclerc en ur gemenn war ar daoulin o pedin ? N'on ket asur . En iliz Sant Nikolaz ur pannel livet gant ur dalbot o dougen ur vantell gant ermined war ar gouzougenn , deurus da welout arouezioù niverus dre-oll e Naoned .

Me a vin eno da zizolein an iliz Intron an Dinamm ! Biskenn eo ! Ne choman ket e Naoned evit dont d'an oferenn evit lidan ar genedigezh vab Jézuz e- koulz Nedeleg eno ! Keuz a ran !


Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?