O klask ur skoazellerez-vamm vrezhonegerez diwar-dro Staol

Appel publié le 9/06/11 21:11 dans Langues de Bretagne par Maryvonne Cadiou pour Maryvonne Cadiou

Pedet eo bet ABP gant ur familh, da drehentiñ ar galv-mañ :

“Klask a zo war ur skoazellerez-vamm vrezhonegerez, pe ur vagouri e lec'h ma vez komzet brezhoneg d'ar vugale, etre Plouha ha Sant Brieg, evit ur babig eus Staol a zeuio a-benn nebeut.”

Anaïs Leroux a zo aet e darempred gant Divskouarn, ar gevredigezh a labour war diorren ar brezhoneg a-raok ar skoliata, met siwazh n'eus netra tro-war-dro evit poent.

Kenderc'hel a ra Anaïs « Setu perak e klaskan tud dedennet, tud war ar vicher HA kerent, a-benn sevel ur raktres mikro-vagouri, pe simploc'h, kavout ur skoazellerez-vamm hag a vefe laouen o tont da labourat amañ. ».


Ma z'oc'h dedennet, kit e darempred ganti !

anais.leroux@yahoo.fr

06 77 08 94 65


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 0 ?