Ar gevredigezh Brezhoneg Bemdez a ginnig ur veilhadeg e brezhoneg d'ar gwener 4 a viz Meurzh 2011. Aozet e vez evel digoradur Baleadenn, saloñs 1añ an troioù-bale a vo dalc'het er Vourc'h-Wenn d'ar 5 ha 6 a viz Meurzh.
Beajiñ o selaou brezhoneg, sed aze dodenn an nozvezh.
Pedet eo bet : François Fave eus Plouzeniel a gonto e droioù betek an Norzh pellañ ha Michel Bouzellog eus Lanrivoare a zanevello, eñ, e veaj betek Sant-Jakez Kompostella.
Er Mediaoueg ar Vourc'h-Wenn. 8 eur noz. Digoust ha digor d'an holl.
Plijadur a vo ken a vezo ! Da c'houzout hiroc'h : www.baleadenn.org
■