Noz-kent Saloñs al Levrioù. Pred eus Bro Finland ha fest-noz

Communiqué de presse publié le 13/10/10 11:31 dans Langues de Bretagne par Vincent Rouxel pour Vincent Rouxel
https://abp.bzh/thumbs/20/20170/20170_1.jpg

Noz-kent Saloñs al Levrioù : Pred eus Bro Finland ha fest-noz

Saloñs Liesyezhek al Levrioù evit ar Yaouankiz e Pluguen, hag a vo dalc'het ar bloaz-mañ d'ar 7 a viz Du, a bed ar bloaz-mañ ar Finland.

Ar pred hengounel kinniget d'ar sadorn noz, d'ar 6 a viz Du, ha kenaozet gant « Un Daou Tri », « Evel Just » hag « Amzer Vrav », a vo gouestlet da boued ar Finland hag ur fest-noz a vo aozet da heul.

Ar gounidoù a vo roet d'ar skol Diwan nevez staliet e Plogastell Sant Jermen.

Roll meuzioù : Digor kalon ha digor pred

Kreienenn Bro Finland etre douar ha mor

Tartezenn frouezhioù ruz

Pred + Fest-noz : 15 €, hag 8 € evit ar vugale dindan 12 vloaz. Fest-noz 6 €.

Evit dont a benn, e lakomp e plas adalek bremañ ar rakprenañ.

Titouroù – Rakprenañ :

Ti ar Vro Kemper,

3 leurenn Familh Gabaï

29000 Kemper –

Pellgomz : 02 98 90 70 43


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 6 ?