Nidiad ur gelaouenn lennegel nevez e brezhoneg a zo deuet er maez

Revue de Magazine publié le 1/01/10 11:28 dans Langues de Bretagne par Hoel Mahe pour Hoel Mahe
https://abp.bzh/thumbs/16/16991/16991_1.jpg
Nidiad niv 1. Tresadenn ar golo gant Antoine Piers.

D'ar 1añ Genver 2010, niverenn gentañ an Nidiad zo deuet er maez. Ur gazetenn lennegel ijinet ha krouet gant ur strollad yaouank abaoe bloaz hag a vo e brezhoneg penn da benn !

Barzhonegoù, kevellennoù, pennadoù studi ha prederouriezh, kement a grouidegezhioù a c'hallor kavout er gelaouenn nevez-se.

« Nidiad » a dalvez « an neb a grou », ar c'hrouer bedoù hag oberennoù. Fellout a ra dimp lakaat splann hag anat pouez ha galloud ar c'hrouiñ hepken, ha klask e lakaat da vont en-dro. Bezomp Nidiaded an devezh a hiziv evit sevel hon yezh hag ar bed a warc'hoazh stag outi…

Dieubomp ar spered ha dieubet e vo pep tra…


Nidiad Breizh,
33 straed Lorraine
44000 Naoned
nidiad.gwe@gmail.com

Gwendal Piégais, Malo Adeux, Hoel Mahe


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?