Nevezenti Sav-Heol : Teurel blaz war ar yezh gant Mark Kerrain

Présentation de livre publié le 7/06/12 16:18 dans Langues de Bretagne par Anne-Sophie Leborgne pour Anne-Sophie Leborgne
https://abp.bzh/thumbs/26/26259/26259_1.jpg

Yezhadur, gerioù, ha sonerezh, eo ar brezhoneg. Hogen estroc'h evit se eo c'hoazh, rak liv ha blaz zo dezhañ.

Er skeudennoù-lavar implijet gant ar vrezhonegerien a-vihanik emañ al liv hag ar blaz dibar-se. En troioù lavar-se, goveliet gant ar bobl e gomz abaoe ouzhpenn mil bloaz ez eus un tamm eus istor ar brezhoneg, ha hini ar werin a ra gantañ, hon istor-ni eta.

Savet eo al levr-mañ gant danvez dastumet en oberennoù a bep seurt evit mad an dud a gomz hag a skriv brezhoneg.

Taolomp blaz war hon yezh!

14,8 x 21 cm ; 208 p. ; 13 € ; ISBN : 979-10-90456-00-6

Skignet gant Sav-Heol.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 6 ?