Nevez deuet er-maez : Danevelloù evit ur bloaz gant Pirandello

Présentation de livre publié le 1/08/14 14:37 dans Littérature par Hor Yezh Mouladurioù pour Hor Yezh Mouladurioù
https://abp.bzh/thumbs/34/34796/34796_1.jpg
Golo al levr

Ul levr a zo nevez deuet er-maez e ti Mouladurioù Hor Yezh : «Danevelloù evit ur bloaz» gant Luigi Pirandello, troet e brezhoneg gant ALine Gleoneg.

Brudet eo Pirandello (1867–1936) dreist-holl evit e bezhioù-c'hoari, nebeutoc'h evit e zanevelloù, hag int puilh koulskoude.

“Bep Sul vintin on boas da zegemer tudennoù ma danevelloù... Hag alies e c'hoarvez ganin en em gavout e kompagnunezh fall,” setu ar pezh a anzav Pirandello e-unan.

Piv eo neuze tudennoù an 247 danevell en deus skrivet diwar an 365 a oa gantañ ouzh ar stern, unan evit pep devezh eus ar bloaz ? Dreist-holl tud o tont eus Kaos, kêriadenn c'henidik ar skrivagner, e kreisteiz Sisilia : micherourien ar mengleuzioù soufr, tudjentil war an diskar, maouezed gwasket gant ar relijion hag ar brizhkredennoù ; met ivez tud eus Roma, pe Sisilianed harluet er Stadoù-Unanet.

An avanturioù farsus pe poanius bevet gant pep hini anezho a ziskouez mat tonkadur mab-den ; tudennoù liesseurt o fersonelezhioù int, tud hag a oar ober goap ouzh ar vuhez, gouzañv ar boan, ar follentez hag an digenvez ha chom bamet dirak kened ar bed.

Priz Nobel al Lennegezh a oa aet e 1934 gant Pirandello.

138 p. ; 14,5 x 20,5 cm ;

9 ¤

ISBN : 978-2-86863-170-1


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 7 ?