N’eo ket evit he zeod - Flapakarr n°21

Annonce publié le 13/07/21 16:53 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/53/53029/53029_1.jpg
Flapakarr rann 21, Brezhoweb.
N’eo ket evit he zeod / Wedding planner (376 vues)

N’eo ket aes ar gaozeadenn etre YB hag he fratikez. Deskiñ a ra ar plac’h yaouank yezh ar vro ha daoust ma n’eo ket en he bleud gant ar brezhoneg c’hoazh e striv evit bezañ komprenet. C’hoant-bras he deus da vont war-raok.

Sevel eureudoù e brezhoneg : bravañ micher 'zo war an douar ! Setu rann nevez-flamm an heuliadenn Flapakarr , kenbroduet gant Brezhoweb.

Flapakarr 'zo un arload kenweturiñ nevez en he mod da vont en-dro rak implijout a ra ar brezhoneg. Kavet he deus buan implijerien e-leizh. Beajourien daonet eo ar Vretoned, hag ar vrezhonegerien ivez !

Kalz a hent a vez foetet gant Yan-Baol. Fellout a ra dezhañ e vefe graet « YB » (YeBe) anezhañ. Un embregerezh vihan zo bet savet gantañ evit sevel produioù kened gant bezhin. Nevez zo en deus kinniget e servijoù war arload Flapakarr. Kontant eo Yann-Baol (YB) d’en em gavout gant tud nevez a-drugarez d'an arload kenweturiñ «Flapakarr».

Sellet ouzh hol lrannoù Flapakarr :


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 0 ?