Ne oar ket brezhoneg an Emglev evit dazont Breizh !

Communiqué de presse publié le 14/12/14 14:06 dans Langues de Bretagne par Tangi Gicquel pour Tangi Gicquel
https://abp.bzh/thumbs/35/35990/35990_1.jpg
pacte avenir Bretagne emgelv evit dazont Breizh

D'an 13 a viz Kerzu 2013, e oa bet sinet e Roazhon Emglev dazont evit Breizh ! gant Ministr kentañ ar mare, Ao. jean-Larc Ayrault.

Un nebeut gerioù e brezhoneg 'oa bet distaget d'ar c'houlz-mañ : « Neb a venn, hennezh a c'hall».

Bloaz zo goude ar « gemennadenn », ne oar ket brezhoneg emglev evit dazont Breizh. Sklaer eo evel lagad an naer.

Sinet eo bet e Roazhon ar sizhun tremenet ar feur emglev evit ar sevenadur e Breizh e-framm emglev evit dazont Breizh , gant ministrerez nevez ar sevenadur gall, It. Fleur Pellerin : kenemglev ebet evit ar yezhoù Breizh a-benn diorren ar c'helenn divyezhek ha brudiñ implij ar brezhoneg er vuhez foran, dileurierezh barregezhioù ebet war an dachenn-mañ kennebeut, evel kinniget bloaz zo gant ! Diorren ar c'hleweled ranvroel evel tachenn da amprouiñ, Kreñvaat niver a brogramoù e brezhoneg evel meneget en titl IV emglev evit dazont Breizh (diorren personelezh sevendurel Breizh). Ne chom netra eus ar promesoù kaer seblant ! Un dra fetis hepken .. an «aluzenn» eus 50 000 ¤ reit evit ar skignañ er c'hleweled...

Komzoù toull a chomo eus an emglev-mañ : netra evit ar brezhoneg 'benn ar fin ! Diskouez a ra ur wezh ouzhpenn n'eus netra da c'hortoz digant ar gouarnamantoù e Pariz o tont an eil warlerc'h egile. Ne vo nemet gant youl ar vretoned hag ar vretonezed e vo tu da chañch penn d'ar vazh ha reiñ un dazont d'ar brezhoneg !

Un nebeut skeudennoù eus «lid» deiz ha bloaz kentañ «Emglev evit dazont Breizh» d'ar sadorn 13 a viz Kerzu 2014 e Roazhon dirak sez Frañs 3 Breizh !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?