Naoned oa e Breizh dec'h

Communiqué de presse publié le 20/04/14 0:23 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Ur bern tud yaouank, perrukennoù oranjez, gwenn ha du pe bonedoù ruz gante, fent, ijin, ha c'hoant da vont war raok

Petra a chomo barzh penn an dud goude manifestadeg an 19 a viz Mae e Naoned ?

Prezegennoù Merret, Troadeg, Le Boulanger da vintin, prezegennoù Aita, Tangi Louarn, plac'h ar Bonedoù ruz goude merenn ?

Pe ar from da welout kement a dud yaouank mennet da zifenn ur vro digoroc'h d'ar brezhoneg ha da wirioù mabden ?

Pe c'hoazh mennozhioù tud gant fent a ijin : ur superman gwenn ha du, ur jeneral de Gaulle gwisket gant ur boned ruz ?

Nerzh ha startijenn a zo bet diskouezet hiziv e Naoned. Pas kement hag ar C'hataluniz gant 100 000 a dud, pas kement hag an Euskariz gant 100 000 a dud alies. Mallus eo diskouez omp unvan ha prest da vont war raok. Ne vo ket div wech ur spi ken bras da gaout an emrenerezh goulennet abaoe kement a vloavezhioù, kement a nerzh hag a labour dispignet gant un dornad a dud.

Da bep hini da heuliañ frazenn Montaigne neuze : «The true mirror of our discourses is the course of our lives».

Poent eo labourat asambles, forzh peseurt liv a zo gant ar berrukenn, pe ar boned, digor eo an hent.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 2 ?