Naoned : an Iliz-veur liammet ouzh Dugelezh Vreizh

Chronique publié le 23/07/20 9:46 dans Culture par J-L Le Floc'h pour J-L Le Floc\'h

Glad!Glad!Glad ! Setu ar gêr nemetañ a vez klevet er mare-mañ, pa vez añv eus Ilizoù-meur, eus ilizoù, ma n’eo ket eus ar chapelioù memes ! Glad ! Ha ma vefe gwall-tan Naoned un digarez evit en em c’houlenn petra eo un Iliz-Veur, evel-just ? Ar respont a zo daou boent ennañ, a soñj din : ul lec’h a Feiz, ul lec’h a istor.

.1 ul lec’h a Feiz

Iliz-veur Naoned zo anvet S. Pêr ha S. Paol ha n’eo ket diwar añv ur sant Breizhat. N’ouzon ket perak, mes ur pezh dedennus a c’heller menegiñ. Bez eo bet tabut, daou vil vloaz zo, etre Pêr (anezhañ pesketour e bro C’halile, da lâret eo rener un embregerezh, hag un den dimezet – hervez kont – a-raok dont da vezañ rener an diskibien, da lâret eo ar Pab kentañ dre ur c’homz eus Jezuz « Ha me a lavar dit : te zo roc’h ha war ar roc’h-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegezioù ar maro trec’h dezhi  Mz 16,18, troidigezh Aviel Jezuz-Krist, kenvreuriez ar brezoneg, 1982) ha Paol (anezhañ ur sitoian roman, artizan a-vicher, bet heskiner ouzh ar Gristenien kentañ, a-raok ma vez cheñchet penn da vazh gantañ war e hent da Zamas e bro-Siria, Gwelout Oberou an Ebestel e tri pennad disheñvel : 9 , 22 ha 26. Hag eñ deuet da vezañ beajour braz, bet skrivet lizhiri a-bep seurt gantañ ha roet lañs da hengoun a breder e bed ar Gristenien betek hirio….). Neuze, daou zen disheñvel-krenn bet o tabutal e Antiokia (bro Turkia a-vremañ) Gwelout Lizher d’ar C’halated 2,11. An istor-se, ma vefer er feiz pe get, a c’hellfe bezañ talvoudus evit an holl e-barzh hon bed a-vremañ, kement a drubuilhoù a zo ennañ...

Peseurt diforch etre un iliz-veur hag iliz ur barrez ? Iliz an eskopti eo. « Eglise-cathédrale » pe berrig-berr « cathédrale » e galleg, diwar ar gêr « cathèdre » deuet eus ar gresianeg hag a dalv « kador » e brezhoneg. Ar gador-se – gwelet tost d’an aoter - zo hini an Eskob. An Eskob ma vez beleget gantañ ar veleien nevez. Memestra evit an diagoned - savet da ziagon (e brezhoneg) ? - . Traou all zo c’hoazh, da skouer : ur wech ar bloaz ez eo lidet un overenn ispisial a vez graet anezhi « messe chrismale » e galleg (merc’her 27 mae e 2020) ma vez benniget en-he-c’herzh an eoul evit badeziñ a-hed ar bloaz o tont.

Ur skeudenn vodern, aour he liv, eus Santez Anna gant he merc’h Mari hag ar Mabig Jezuz a zo dav d’he menegiñ. Koulz hag ar mein-bolz («clefs-de-voûtes») erminigoù an Dugelezh oute. Blaz eus ar vro a zo dre-se ha tomm e raio ouzh kalon ar Vreizhiz, sur mat.

Brav ha braz eo an Iliz-veur, anat deoc’h, kement pouezus e veze-hi pe a vez c’hoaz evit an dud. Setu perak ez eo dav souhetiñ ma vo adkempennet brav, ar buanañ ar gwellañ, hini an Naoned. Da gentañ penn evit an Naonediz. Da heul, evit an holl Vretoned.

.2 ul lec’h a Istor

Ar beajour oc’h erruout e kerbenn istorel Breizh a gompreno dioustu ez eus daou savadur pouezus-kenañ e kreizig-kreiz an Naoned : Kastell Duged Breizh hag an Iliz-veur. Ur c’hastell-kreñv (ha n’eo ket bet lu Roue bro-Frañs trec’h warnañ morse!) hag un Iliz-veur, savet tamm-ha-tamm a-hed ar c’hanvejoù e mare an Dizalc’h evit kregiñ, ha treuskaset ganti ar c’hanvejoù da heul, an Dispac’h braz, ar brezelioù, betek tan-gwall 1972 hag hini ar sizhunvezh-mañ...

Tost emaint an eil ouzh eben. Liammet int ivez en ur mod, dre m’eo bet savet ar c’hastell gant Dug Fransez II, tad Anna Vreizh, evit difenn ar vro ouzh arme ar vro e-kichen. Ne voe ket a-walc’h evel ma ouzer. Anna Vreizh, deuet da vezañ – div wech a-bep-eben - Rouanez a vro-C’hall – a chome Dugez Breizh a-hed he vuez. Evit gwir e voe-hi ur vaouez skiant ar galloud dezhi, ur vaouez desket, fur, ha braz he Feiz. Ganti n’eus ket bet brezel all – ha ma vefe bet muioc’h distrujus c’hoazh ha dic’hoanag evit Breizh -, n’eus ket bet gwad ouzhpenn skuilhet. Ken diaes e voe he hent, pa soñjer mat, ma c’heller en em c’houlenn a-wechoù perak n’eo ket bet enoret evel ur Santez, betek henn ? N’eo ket souezhus emañ-hi ken garet en he vro, betek hirio. Houmañ eo en deus goulennet e 1499 digant un arzour vreizhat brudet, Michel Colombe ec’h añv, kizellat bez he c’herent dezhi. Kalzig a zrubuilh zo bet d’ar bez-se. Da skouer e-pad an Dispac’h braz. A-benn ar fin, an oberenn-mañ, graet e maen-marbr Carrara (bro Italia) a c’heller he gwelout e-barzh an Iliz-veur, hirio c’hoazh.

Ouzhpenn skeudennoù-maen gourvezet an dug Fransez II hag e wreg Marguerite de Foix zo. Ouzhpenn an aeled ivez. Peder dudenn e pep korn ar pezh-kizellet a ziskouez peder vertuz. « l’originalité de la composition consiste en la présence des quatre Vertus cardinales monumentales: Prudence, Tempérance, Force et Justice, personnifiées par des figures féminines grandeur nature, indépendantes de la structure et tournées vers le spectateur » a skriv Sophie de Gourcy, e-barzh ul levrig kentelius-kenañ (gwelout al liammoù e-traon ar pennad):

. Evezhiegezh (Prudence)

. Kerreizhded (Tempérance)

. Nerzh (Force)

. Justis (Justice)

Ha ma vefe ar bez-se treset ha stummet evel ur gemennadenn bolitikel (ha speredel ivez) laosket gant Anna Vreizh, war he lerc’h ? Mat eo d’ar gweladenner selaou ouzh un den barrek war an danvez-mañ.

Pajennad 10 eus levrig Sophie de Gourcy : «Vient enfin la certitude qu’Anne de Bretagne le voulait chargé «d’intentions politiques, idéologiques et religieuses dès la commande»». Ya, da ziwall zo: ar bez-mañ, en tu all d’e vraventez ha d’ec’h iskisted, a c’heller sell outañ evel ur gemennadenn evit an holl dud bolitikel, derc’h, hirio, warc’hoazh….Rak anavezet mat e veze gant hon Dugez ken garet (+1514) bed ar galloud politikel (pe ar veli veur) ha feulsterded an istor.

Deomp-ni da vont pelloc’h gant-se, d’adkavout ar peoc’h, ha pa seblantfe diaesoc’h eget biskoazh marteze, e-barzh ar gevredigezh a-vremañ...

Fotoioù

. Tapet int bet e miz Kerzu 2016 (nemet an hini gentañ).

. Implij gant ma vo meneget an orin (ABP hag añv an aozer) Utilisation sous licence gratuite (source à mentionner : ABP et nom de l’auteur).

Evit gouzout hirroc’h :

.kazetenn

«Sur a-awalc’h, kirieg eo tud-a-iliz (dre m’eo bet roet gante an alc’hwezioù da forzh piv). Mes surentez un iliz-veur a zo ar stad kirieg deusouti ivez (hervez an destennoù pe al lezenn).» Didier Rykner La Tribune de l’Art (26/ 07/2020) MAJ)

. kazetenn La Tribune de l’Art (18/07/2020)

. atersadenn Mathieu Lours, France-Culture :

. levr rummad La Grâce d’une cathédrale (La Nuée Bleue éditions) - levrioù brav ha pounner ha ker, evit prennañ e levrdi pe dre internet – gwelout Kemper, Naoned

. levr Sophie de Gourcy Le Tombeau des ducs de Bretagne. Un miroir des Princes sculpté (Beauchesne Editeur, 2015) EAN/ISBN : 9782701020969 - gwelout tammoù er fichennaoueg .pdf staget en traoñ ar pennad

. lec’hienn an Iliz-Veur / site de la Cathédrale de Nantes

. lec’hienn Eskopti Naoned / site de l’Evêché de Nantes

. lec’hienn Radio Fidélité / site de la Radio diocésaine (réactions/témoignages en fichier audio, da skouer hini Etienne Ferchaud a-zivout an ograoù)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?