Naig Kervella trec'h e kenstrivadeg haiku Taol Kurun

Annonce publié le 28/01/17 22:07 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Setu disoc'h ar genstrivadeg gant kalzig a berzhidi, 415 haiku e brezhoneg war 965 haiku, ar pezh a zo brav, biskoazh kemend-all !

Gant liseoù Karaez, Loudia, skolajoù ar Releg, Lann ar Stêr, Plijidi, skolioù Kraon, Pleiber Krist, Sant Marzhin, Rosko, Montroulez, Kawan, Banaleg, Kemperle, Kawan.... oa bet skrivet kalzig a haiku, gant sikour Mai Ewen ha Fanny, pe o-unan. Gant sikour al levrioù «Daoulagad ar werc'hez, Haruto, Bugel ar glav, Akina» e c'hell bremañ ar re yaouank hag ar skolaerien deskiñ an diazezoù evit sevel haiku brav.

Tem ar genstrivadeg da zont : ar wezenn. D'ho pluennoù, tudoù !

Bugale e brezhoneg

1- Barzh ar c’hoad

tadig ha mammig a-dreñv din

ha me dirollet da c’hoarzhin. Rafael, klas 2yezhek Rosko

2- Ti menaj ma zad

laouen e-brzh an traktour

war hent al loened. Malo, klas 2yezhek Kawan

3- Daou valigorn

ouzh werenn an oto

daou hent lufrus. Chloe, skol Diwan Kemperle

Krennarded e brezhoneg

1- Hent du, hent bleiz

hent diluget

klask a ran ma hini. Anne, skolaj Diwan Plijidi

2- An hent oc’h astenn

roudoù va skuizhder

va c’hroc’hen o roufennañ. Angèle Mounier, Plestin-les-Grèves

3- War an hent abred

ar c’harr boutin o vont war raok

betek ar skolaj daonet.

Marzhin, skolaj Diwan Plijidi.

Tud deuet e brezhoneg

1- War hent ar vered

chuchumuchu chapeled

an ivinenn gozh. Annaig Kervella

2- Ma bizied o flourat

talmoù da galon

klask ma hent war da groc’hen. Gwenvred Latimier-Kervella

3- Paotred dilabour

fraost greantel ha douar fraost

dirazomp an hent. Alexis Hié


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 5 ?