Nag a dud yaouank o tiskouez o ampartiz !

Rapport publié le 4/02/12 16:33 dans langues bretonnes par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
kroazhent12.mp4

180 den yaouank skoliataet e brezhoneg e 7 skolaj Diwan (Gwiseni, ar Releg, Plijidi, Kemper, Naoned, Gwened) a zo deuet da Garaez evit gwelladenniñ al lise hag evit kejañ ouzh tud gant micherioù disheñvel e sal Glenmor.

Ur bern tud yaouank a labour evit an dilhad doare Breizh (aotrou Puech evit Agalon), e skiantoù (labo Rosko gant Azenor Bideaut ha Maela Kloareg), micherioù ar yec'hed gant ur mezeg a vicher ha Soazig, oc'h ober studioù er bed-mañ ivez. Micherioù ar son hag ar sonerezh gant Mael L'hopiteau ha Konogan an Habask, micherioù ar c'hleweled hag ar brezhoneg gant tud Radio Kerne, ofis ar brezhoneg, un ijinour, un advokad, magourioù Breizh ...

Peadra evit ar skolajidi da welout niver a dud a gomz brezhoneg gant micherioù disheñvel-tre. Gourc'hemennoù d'an aozerien !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?