Nabar, an nanarzh a gont istorioù brezhonek

Produit publié le 21/04/09 9:32 dans musique par Gwenael Dage pour Gwenael Dage
https://abp.bzh/thumbs/14/14853/14853_1.jpg

Hiziv an deiz zo kalz familhoù o lakaat o bugale er skolioù divyezhek, daoust ma ne oar ket ar gerent brezhoneg. Ur wir gudenn eo pa zeu ar mare d'ar re-mañ da sikour o bugale war hent an divyezhegezh. Bez' e c'hell bremañ ar re vihan kontañ war skoazell Nabar, o nanarzh feur !

Ur fri du, daoulagad zu, blev gell e pep lec'h. Dous eo Nabar, an arzhig feur. Ha bras, 40 cm. Met n'eo ket tout. Trawalc'h eo pouezañ war e bav dehou ha komz a ra... brezhoneg. N'ho peus ket klevet mat ? Ne gomz ket Nabar kreñv a-walc'h ? Ret e vo pouezañ war e bav kleiz. Ha war ur pav all evit troc'hañ ar gaoz dezhañ. Ha war an hini diwezhañ evit cheñch istor. Aes e vo d'ar vugale lakaat o mignon nevez da gomz. Kerkent ha 3 bloaz e vint gouest d'en ober. Ken aes all e vo d'o zud prientiñ an dafar. Ur wech pellgarget an istorioù war lec'hienn Keit Vimp Bev ha karget anezho e korf an nanarzh gant sikour un neudenn USB, roet gant ar poupig-feur.

Nevezinti bras

Morse ne oa bet eus seurt ijinadenn evit sikour ar vugale vihan da gompren an istorioù kinniget e-barzh Rouzig. Bez' e tlefe bezañ kalz aesoc'h dezho, hiviziken. Ouzhpenn-se e tapint ar pouez-mouezh hep gouzout dezho. Plijadur a vo dezho, war ar marc'had, dre ma vo lakaet sonerezh brav da heul ar c'homzoù. A-drugarez d'an arzhig bihan e fell d'an embanner, Keit Vimp Bev, sikour ar vugale hag ar familhoù da lenn o c'helaouenn Rouzig ha da zigeriñ o divskouarn d'ar brezhoneg. En em gavout a raio an arzhed er skolioù kerkent ha miz Gwengolo.

Urzhiañ e Nabar adalek bremañ !

Evit kaout o arzh d'an distro-skol e rank ar familhoù mirout anezhañ diouzhtu ha kas o urzh-prenañ, gant o chekenn, d'an embanner a-raok miz Even. Ne vo ket enkefiet ar chekennoù a-raok miz Gwengolo. Ne dalvezo ar chekenn nemet evit gwiriañ eo kadarnaet goulenn ar familh. Ur c'hinnig eus an dedennusañ e vo, ken eo iskis soñjal e c'hellfe tud 'zo tremen hep tennañ gounid outañ. Kentoc'h eget paeañ ur c'houmanant da Rouzig (60€) hag un arzhig feur (70€) ne gousto pep tra d'an dud nemet 75€. Da lâret eo ouzhpenn 40% distaol. Evit se eo ret, ha ret-groñs, tapout ur follenn-urzhiañ ha kas anezhi da gKeit Vimp Bev a-raok fin ar bloavezh-skol. Goude e vo re ziwezhat.

Evit mirout Nabar ha koumanantiñ da Rouzig :

Keit Vimp Bev : www.keit-vimp-bev.info

22 straed vras

29520 Laz

02 98 26 87 12


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 5 ?