Myriam Guillevic, Gege Gwenn ha Jean-Patern Ars : an tri skrivagner dibabet gant ar re yaouank

Chronique publié le 13/07/20 23:29 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/50/50722/50722_1.jpg
Priz ar vugale 2020
https://abp.bzh/thumbs/50/50722/50722_2.jpg
Priz ar vugale 2020
https://abp.bzh/thumbs/50/50722/50722_3.jpg
Priz ar vugale 2020

Roet e oa bet Priz ar vugale ha Priz ar Yaouankiz e fin Miz Even e Lann er stêr ha dre Internet abalamour d'ar genfinadeg

Kroget oa bet avañtur prizioù ar Yoaunkiz e 2004 e Kemper, diwar skouer «Le Prix des Incorruptibles» a lak 500 000 bugel ha krennard da lenn en galleg pep bloaz (war dro 500 evidomp). Penaos ober ? Kas ur gerig da 200 skrivagner danevelloù e 2004, gant 50 respont evel «n'ouzon ket skrivañ evit ar re yaouank, met klask a rin». Ha setu Gwenvred Latimier-Kervella bet trec'h e gouel al levrioù Karaez fin miz Here 2004.

E 16 bloavezh, 150 levr a zo bet embannet gant Keit Vimp bev, lennet gant miliadoù a dud yaouank, ar bloaz-mañ gant 20 skol, 7 skolaj ha lise, etre Gwennramm ha Gwitalmeze, Ar Releg, Kommanna, Kemperle, Lann er stêr...

Adkavet e vez tud boaz da skrivañ evit ar yaouankiz, Pierre Emmanuel Marais, Paskal Hervio, Yann-Fañch Jacq, Laurence Lavrand... Met plas a zo ivez evit ar skrivagnerien yaouank : Maina Sicard Cras, bet skrivet daou levr Priz ar vugale ganti, Carl Diekman, trec'h pa oa e Pempvet klas skolaj Diwan Kemper, hag ar bloaz-mañ, Jean-Patern Ars, skolaer yaouank, ha desket ar brezhoneg gantañ' nevez zo...

Trugarez d'an holl gelennerien o deus lakaet ar re yaouank (342 evit Priz ar yaouankiz ha 131 evit Priz ar vugale)

Marathon miz Even : reiñ ar prizioù evit an 10 levr bet lennet, pevar evit ar re ce2/cm2, tri evit ar re 6vet/5vet, ha tri all evit ar re 4re/lise. Ha dibab gant ar juri an dek levr a vo embannet 'benn miz Here 2020.

Ha petra vo da lenn, emit-hu ? Peadra vo c'hoazh : skrivagnerien nevez : Loeiza an Duigou ha RJ Kernoa, ha souezhadennoù ivez gant tud a skriv abaoe pell : Kristian ar Bras, Paol ar Meur, Sarah Chedifer, Yann-Fañch Jacq, Gege Gwenn, Pierre-Emmanuel Maraix, Muriel Le Morvan, Jakez-Erwan Mouton.

Evit ar gelennerien o dije c'hoant lenn ar skridoù a-raok o studiañ gant ar skolidi hag ar skolajidi, liseidi, kit e darempred gant afea@laposte.net

Ar re zo bet trec'h

Priz ar vugale : Ar janglenn drouzus, Myriam Guillevic (47% ar mouezhioù)

Priz ar yaouankiz 6vet/5vet : Pêrig a wel mat, Jean-Patern Ars (31% ar mouezhioù)

Priz ar Yaouankiz 4re/lise : Tamara, gant Gege Gwenn (22% ar mouezhioù)

playlist enrolladennoù priz ar vugale

evit priz ar yaouankiz


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 2 ?