Monterfil : ur staj dispar evit konterien, sonerien, danserien !

Reportage publié le 28/07/23 9:44 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/58/58169/58169_1.jpg
Marie Chiff'mine war roc'h skol bublik Monterfil
Ar stajidi asambles er bistro hag evit fin ar staj (131 vues)
Kontadennoù e gallaoueg gant Marie Chiff'mine (51 vues)

An hañv e Breizh : festivalioù forzh pegement ha stajoù forzh pegement. Ur skouerenn : abaoe un dek vloaz bennak emañ pemp stummer.ez o labourat asambles evit bevañ tri devezh bourrapl e Monterfil.

E skol ar Roc'h e Monterfil e oa bodet un 50 stajiad bennak, gant o stummerien. Herve, evit ar c'han, Vassili evit an delenn, Pierrick Lemou evit ar violoñs, Yann-Fañch Perroche evit boest an diaoul, ha Marie Chiff'mine evit ar gonterien.

Ouzhpenn an danvez kelennet gant ar stummerien e oa : un «apero contes» en davarn, ur filaj gant Marie o kontañ ha Vassili o seniñ telenn, dañs bemdez, ...

Un degemer a feson, gant boued mat, dilennidi aze, teltennoù plantet e park ar greizenn dudi, ur geriadenn prest da lakaat e kalon ar vourc'h stajidi laouen d'ober pep tra war droad.

Gant ma vo muioc'h a draoù mod-se er vro, evit ma vefe stummet evel en Assemblées gallèses, Amzer Nevez e Plañvour,gouelioù an Oriant, tud a blij dezho seniñ, dañsal ha kontañ.

Ha benn bloaz, e vo ret lakaat hoc'h anv buan : 40 vloaz leurenn Marie a vo lidet, ha peadra a vo da vout bamet, souezhadennoù a vil vern a vo !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 8 ?