Diaes eo da dud ar radio distagañ ar ger «Fañch»,met sklaer ar paozioù gant an depute Molag !
Setu diverradenn an eskemm, gant ur gazetennerez a glaske lakaat an depute diaes. Met n'eo ket deuet a-benn d'hen ober.
FI - Hag ur redi e vo lakaat panelloù divyezhek ?
PM - Ne vo ket ur redi, met ne vo ket tu da vont a-enep.
FI- Ha barzh ar skol ?
PM- An hentenn divyezhek dre soubidigezh a vo aotreet er skolioù publik,ar pezh a zo nevez flamm.
FI- Konvension Stad ha Rannvro ?
PM- Kinnig d'an holl dud o deus c'hoant (7% en ur c'hlas divyezhek), met 40% eus ar gerent o dije c'hoant skoliata anezho.
FI- Met penaos stummañ ar gelennerien ?
PM- E Gant stummadurioù nav miz e Breizh, da skouer.
FI- Ha penaos 'peus desket ar brezhoneg ?
PM- Gant kentelioù noz.
FI- Komz a rit bzh gant ho pugale ?
PM- Cheñchet 'meus yezh gant ma bugale.
Ar skol a zo ret da gaout evit komz brezhoneg. Digalonekaet e oa bet an treuzkas familh.
Ar skol a vo a-bouez.
FI- Pegement a yezhoù a zo e bro C'hall ?
PM- Euskareg, okitaneg, brezhoneg, katalaneg a vez kelennet. Ar re all a zo en arvar bras da vont da get.
FI- Ha grevus eo ma yae da get ar yezhoù ?
PM- Ya, grevus eo.
Pa z'on fromet e teu ar brezhoneg din a-raok ar galleg.
FI- Evit Blanquer ar soubidigehz a zo ur «separatisme» ?
PM- Liesyezhek eo ar bed, ne c'hell ket Blanquer kompren. Diaes eo d'ar stad c'hall kompren.
Emaomp en ur bed liesyezhek, ma bugale a oar peder yezh, peogwir int tremenet dre Ziwan. Ha dispar eo.
■